Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. V.k. A. V.k.e. 1. Meskañ. Kemer a reas un tamm goell da gejañ gant tri muzuliad bleud. War an douar ; ur bodad man kejet gant geot. 2. (db. ar mor) Kelc'hiañ, gronnañ (ur garreg, un erv-vili, h.a.). Mar ne zeue ket er-maez eus ar roc'h-se bremañ e vi kejet eno gant ar mor. HS. skoulmañ. B. V.k.d. KEJAÑ OUZH, GANT UB. : en em gavout gantañ. Ret eo din kejañ outañ. Pa gejas gant ar plac'h kegin. [1954] Eno e tlee ar Roue Alfoñs trizek kejañ gant pennrener Bro-C’hall deut dre hent-houarn da gêr Biarritz ha degemeret raktal war vourzh hol lestr-reder. II. V.g. 1. En em gavout, dont d'en em unaniñ. Kejañ a ra an daou hent. 2. Dre ast., pemdez En em barañ. Emañ ar giez o kejañ.

Exemples historiques : 
29
Masquer la liste des exemples

kejout ouzh

1659
Référence : LDJM.1 pg rencontrer

gej

1659
Référence : LDJM.1 pg queigea

kejiñ

1732
Référence : GReg pg frelater (mêler, & sophistiquer une liqueur, Van.), galimafrée (melanger)

kejiñ

1732
Référence : GReg pg broüiller (mêler plusieurs choses ensemble), falsifier (des drogues, les déguiser, les frelater)

kejet

1732
Référence : GReg pg broüiller (mêler plusieurs choses ensemble), frelater (mêler, & sophistiquer une liqueur, Van., pp.)

kejout

1850
Référence : GON.II pg kijout (rencontrer quelqu'un. Aller à la rencontre de quelqu'un).

kejet

1850
Référence : GON.II pg kéjein (Mêler. Mélanger. Brouiller. Falsifier. Frelater. Part.)

kejiñ

1850
Référence : GON.II pg kéjein (Mêler. Mélanger. Brouiller. Falsifier. Frelater).

Kejet em eus ouzh an hini a glasken.

1850
Référence : GON.II pg kijout (J'ai rencontré celui que je cherchais).

Ne c’hejomp ket e Maner al Liorzhoù en ur vont. P’edomp war an hent bras, dirak an ti, an Aotrou Krenn, e-unan, ne reas nemet sin ar groaz ; di e tleemp dont en ur zistreiñ.

1878
Référence : EKG.II p.98

Kae da Vro al Levenez, da gejañ gant bodadeg da c’hourdadoù.

1923
Référence : SKET p.72

kejañ

1923
Référence : SKET p.161, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Mêler, rencontrer, se —".

Ha na zifenn-hi ket strizh ouzh gouenn Vanos en em unaniñ dre briedelezh gant ar gouennoù all, kejañ o gwad gant o hini ha genel hironed ?

1923
Référence : SKET p.112

Dindan c’hwezhadenn Avelio e teuas ar pevar zra-se : mor, traezh, kregin ha goularz, da gejañ, d’en em gemmeskañ, o steuiñ ur c’horf-paotr hag ur c’horf-plac’h, e roas an doue ar vuhez dezho.

1923
Référence : SKET p.33

An div pennañ anezho eo ar Stura, a red war-du ar c’hornog hag a gej he dourioù gant re an Albis, hag an Dravinna a red war-du ar reter hag en em daol e lenn an Heol (1).

1923
Référence : SKET p.95-96

Skourroù glas-mouk ar fiezenn a gej ouzh delioù flammoc’h an hiliberenn.

1924
Référence : SKET.II p.47

En em gejet er bagadoù kirvi gell a bep rumm, e kevezate outo en herrder hag e skañvder, hag, o vont dre grec’hioù ha traoñioù, e rede en o ser an enezenn a-bezh (2).

1924
Référence : SKET.II p.18

« Pa vezi oc’h ergerzhout ar bed, ma tigouezh ganez kejañ gant klañvourien, diavezidi ha sklaved, en ur vont diouto, hej da vantell ha gwalc’h da c’henou ha da fri oc’h aspediñ teir gwech an Heol (2). »

1924
Référence : SKET.II p.27

An div bantenn vras-se, a ziskenn an eil war-du eben hep dont da gejañ biken rannet ma’z int gant ar stêr, a zo anezho donañ traonienn ar bed-holl.

1924
Référence : SKET.II p.47

O div galon, broudet gant ar garantez, a lamme an eil davet eben ha, pa n’oant ket evit kejañ en unan, o daouarn, o dremm, o diweuz eo en em unane.

1924
Référence : SKET.II p.14

kejañ ; "en em gejañ e"

1924
Référence : SKET.II p.120 « Geriadurig », "Se mêler à".

kejañ

1931
Référence : VALL pg (s')anastomoser

Sevel a reas ar paotr e zaoulagad, ha kejañ a reas e sell gant bizaouenn bounner he skouarn vunut, ha gant un uhel a grib olifant, o vousluc'hañ dindan rouedenn ar vantilh, en he blev du-pod.

1949
Référence : SIZH p. 42-43

- Ma tegouezh ganeomp kejañ ganto, penaos ober, Tad, evit kaout an trec'h war verc'hed Eva ?

1949
Référence : SIZH p.41

Eno e tlee ar Roue Alfoñs trizek kejañ gant pennrener Bro-C’hall deut dre hent-houarn da gêr Biarritz ha degemeret raktal war vourzh hol lestr-reder.

1954
Référence : VAZA p.128

Ne chomjomp ket da lugudenniñ nemet diouzh ret e Jameston hag aleshont e krogas hon daou lestr da vordeiñ a-gevret war-du Havana, e Kuba, nad eo ket un enezenn met baradoz an douar, baradoz ar c'hwezh-vat, ar bleunioù, ar frouezh, ar segalennoù hag ivez ar merc'hed koant be goantoc'h, rak gwech ebet e-keit ma vevis eno n'eo degouezhet din kejañ gant ur vaouez divalav.

1954
Référence : VAZA p.96

En o bleud en em gavas ’ta Breizhiz ha Normandiz a geje eno gant kenvroidi pe geneiled gwechall.

1954
Référence : VAZA p.109

E-keit m’edomp o skarañ war-du an Oriant, gwell izel ganimp hor c’hribenn, e oa Boué de Lapeyrère, gant e lestr hag e sonerien-eñ, o kejañ a-wel d’an enezenn Gwadeloup gant ar Paskal.

1954
Référence : VAZA p.112-113

Ar re a geje ganto, e-pad o baleadennoù Sul, a gonte ne gomzent ket, o doa an neuz da enoeiñ start, ha disammet e vezent, anat, pa spurmantent ur c'heneil, a gevarc'hent gwrezek.

2012
Référence : DJHMH p10

Note d'étude

Lenn a reer e GON.II eo "kéjein" ur ger eus Bro-Wened.

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux