Sevel a reas ar paotr e zaoulagad, ha kejañ a reas e sell gant bizaouenn bounner he skouarn vunut, ha gant un uhel a grib olifant, o vousluc'hañ dindan rouedenn ar vantilh, en he blev du-pod.
- Ma tegouezh ganeomp kejañ ganto, penaos ober, Tad, evit kaout an trec'h war verc'hed Eva ?
Klevet am eus kement-mañ pell goude e Rusia digant un Itron vras, gwreg ur c’horonal eus gward an Impalaer : « Kentañ gwech ma kejis gantañ goude e veaj Cherbourg, e c’houlennis digant an tzarevitch petra ’ soñje a-zivout Bro-C’hall : Ur vro iskis eo hounnezh, emezañ, moan-moan eo, gant dour a bep tu dezhi, gant kanolioù kozh, sonerien, gwestell ha te na oa na tomm na klouar ! »
Ne chomjomp ket da lugudenniñ nemet diouzh ret e Jameston hag aleshont e krogas hon daou lestr da vordeiñ a-gevret war-du Havana, e Kuba, nad eo ket un enezenn met baradoz an douar, baradoz ar c'hwezh-vat, ar bleunioù, ar frouezh, ar segalennoù hag ivez ar merc'hed koant be goantoc'h, rak gwech ebet e-keit ma vevis eno n'eo degouezhet din kejañ gant ur vaouez divalav.
En o bleud en em gavas ’ta Breizhiz ha Normandiz a geje eno gant kenvroidi pe geneiled gwechall.
Ar re a geje ganto, e-pad o baleadennoù Sul, a gonte ne gomzent ket, o doa an neuz da enoeiñ start, ha disammet e vezent, anat, pa spurmantent ur c'heneil, a gevarc'hent gwrezek.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kejerezh