Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. Distagañ. Deskiñ digejañ ur ger bennak. [1924] Ha pep hini a zigejas e hanv, hini e dad, hini e vamm. DHS. disklipañ, distripañ. HS. distrobañ. 2. Ent strizh Lavaret unan-hag-unan al lizherennoù a ya d'ober ur ger pe un anv. Ar paotr ne oa ket evit digejañ mat e anv. 3. Diforc'hiñ an elfennoù a ya d'ober udb. Digejañ sklêrijenn an heol. 4. Dre ast. Kontañ elfennoù. Pet ? Digej ha buan. 5. (db. ur skritur kozh, kuzh pe diaes da lenn) Dont a-benn da gompren (udb.). Digejet gant poan hag aket ur skrid-parch. 6. (db. ar c'hleñvedoù) Pareañ en un doare kontet da vezañ hud. Kaset eo bet d'ur vaouez da zigejañ. HS. diskontañ.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

digej

1499
Daveenn : LVBCA p57 (espeller)

digej

1659
Daveenn : LDJM.1 pg assembler les lettres, epeler

digej ar bater

1732
Daveenn : GReg pg assembler (les lettres, éppeller), benir (guerir par des oraisons, en vertu d'un pacte), guérir (Guérir par des oraisons, rendre la santé par des oraisons, en vertu d'un pacte.)

digejet

1732
Daveenn : GReg pg assembler (les lettres, éppeller)

digejet ar bater

1732
Daveenn : GReg pg guérir (Guérir par des oraisons, rendre la santé par des oraisons, en vertu d'un pacte, pp.)

digijañ

1732
Daveenn : GReg pg assembler (les lettres, éppeller)

digej

1732
Daveenn : GReg pg epeler (nommer ses lettres l'une après l'autre, pour en composer des syllabes)

digijet

1732
Daveenn : GReg pg assembler (les lettres, éppeller)

digej

1850
Daveenn : GON.II pg digich

digeizet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg digeiza, digiza

digeiz

1850
Daveenn : GON.II.HV pg digeiza, digiza, digich, digouéga

digeiz

1850
Daveenn : GON.II.HV pg digeiza, digiza

digeiz

1850
Daveenn : GON.II.HV pg digeiza, digiza

digej

1850
Daveenn : GON.II.HV pg digeiza, digiza

digejet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg digeiza, digiza

digejet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg digeiza, digiza

da dri bloaz e ouie digeizañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg digeiza, digiza

Ifig a rae e vamm-gozh outañ. Penaos Ifig a droas en Bilzig ? Ar paotr n’oa ket evit digej mat e anv : Ifig… Izig… Dizig… Bizig…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)

Ha pep hini a zigejas e hanv, hini e dad, hini e vamm. Hag ar person a skrive, a skrive…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1021 (Gouere-Eost 1924)

Ha Bilzig a-nebeudoù a ziskas e lizherennoù, a zigechas anezhe, war an traezh gant e viz-yod, ha goude, gant un draen spern ec’h arroudennas al lizherennoù.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1025 (Gouere-Eost 1924)

Ha m’en deus Bilzig evet ur werennad gwin Bourdel (ha digej mat a ran va girioù), m’en deus Bilzig evet ur bannac’h gwin, ar gwin-se en deus graet vad d’e galon, da galon ur paourkaezh kristen, muioc’h a vad eget an hini ho peus skuilhet ha lakaet da redek ha da goll er mor.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1028 (Gouere-Eost 1924)

Ur wech kanet e voe lennet, ha neuze roet goustadik, ger dre c'her, lavaret hag adlavaret evel ma tigejer o zaolennoù da vugale c'hwec'h vloaz o tegouezhout evit ar wech kentañ er skol.

1985
Daveenn : DGBD p140

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial