1. Nep traezenn zo heñvel he stumm ouzh ur c'hant goullo.
Ar mezeg en devoa lakaet kelc'hennoù en-dro d'e zivhar ha d'e zivrec'h.
&
Ent strizh
Kelc'h a lakaer en-dro da c'houzoug ul loen evit e stagañ.
Ur gelc'henn houarn en-dro da c'houzoug ar c'hi.
2. Kelc'henn-c'houzoug, kelc'henn-vrec'h : bravig a wisker tro-dro d'ar gouzoug, d'ur vrec'h.
&
Dre verr.
Kelc'hennoù goularz en-dro d'he gouzoug ha d'he divrec'h.
&
Gwechall
Kelc'henn-wanañ : kelc'henn a dalveze da hualañ un torfedour en ere e c'houzoug ouzh post-an-dalc'h.
HS. kerlenn, tro-c'houzoug, tro-vrec'h.
3. Dre heveleb.
Roudenn wenn gelc'hiek war ar c'hroc'hen en-dro da c'henoù ha da fri ub. klañv.
HS. kelc'h.
Référence :
GON.II
pg disneûdi (Votre collier est défilé).
Distrobet eo ho kelc'henn.
Distrôbed eo hô kelc'hen.
1850
Référence :
GON.II
pg distrôba (Votre collier est défilé).
Kelc'henn ho sae a zo roget.
Kelc'hen hô saé a zô rôget.
1850
Référence :
GON.II
pg kelc'hen (Le collet de votre habit est déchiré).
Ur gelc'henn aour am eus roet dezhi evit he c'halanna.
Eur gelc'hen aour em eûz rôed d'ézhi évid hé c'halanna.
1850
Référence :
GON.II
pg kelc'hen (Je lui ai donné un collier d'or pour ses étrennes).
kelc'hennoù
kelc'hennou
1850
Référence :
GON.II
pg kelc'hen (Collier, tout ornement qui se porte au cou ; cercle de fer ou de cuir qui se met autour du cou des chiens. Collet, partie de l'habillement qui est autour du cou. Carcan, cercle de fer avec lequel on attache un criminel par le cou à un poteau. Cravate. Pl.)
Ouzh ar gelc'henn e vezo lakaet.
Oud ar gelc'hen é vézo lékéat.
1850
Référence :
GON.II
pg kelc'hen (Il sera mis au carcan).
kelc'henn
kelc'hen
1850
Référence :
GON.II
pg kelc'hen (Collier, tout ornement qui se porte au cou ; cercle de fer ou de cuir qui se met autour du cou des chiens. Collet, partie de l'habillement qui est autour du cou. Carcan, cercle de fer avec lequel on attache un criminel par le cou à un poteau. Cravate), kolier, trô (-gouzouk)
Bep noz, keit ha ma par ar stered, e koroll doueezed an derv hag an tilh, bleunioù ganto dasplezhet en o blev melen-aour, ha, diouzh ar beure, pa gouezh ar glizh war geot ha touskan ar frankizennoù, e van a-sav an hemolc’her azaouezus ouzh ar c’helc’hiennoù diwar-lerc’h ar c’horoll-tro anezho.
Bep noz, keit ha ma par ar stered, e koroll doueezed an dero hag an tilh, bleuniou ganto dazplezet en o bleo melen-aour, ha, diouz ar beure, pa gouez ar gliz war geot ha touskan ar frankizennou, e van a-zav an hemolc’her azaouezus ouz ar c’helc’hiennou diwar-lerc’h ar c’horoll-tro anezo.
1923
Référence :
SKET
p.48
"kelc’hienn" gg.
1923
Référence :
SKET
p.161, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Cercle, anneau (de bras, de jambe)".
Leun-sked edo evel ur verc’h d’an Heol dindan aourennad tev he blev, dindan an dro-c’houzoug a ginkle he c’herc’henn, ar c’helc’hiennoù emweet en-dro d’he divrec’h ha d’he daou strizh-gar, ar gouriz ledan kizellet a starde he dargreiz.
Leun-sked edo evel eur verc’h d’an Heol dindan aourennad teo he bleo, dindan an dro-c’houzoug a ginkle he c’herc’henn, ar c’helc’hiennou emwiet en-dro d’he divrec’h ha d’he daou striz-gar, ar gouriz ledan kizellet a starde he dargreiz.
1923
Référence :
SKET
p.74
P. 161, lin. 10-14 kent an dibenn, e-skoaz gant "kelc’hiad" "kelc’hiata", "kelc’hiek", "kelc’hienn" lakaat ar furmoù hep "i" a zo kerkoulz pe well : "kelc’had", "kelc’hata", "kelc’hek", "kelc’henn".
P. 161, lin. 10-14 kent an dibenn, e-skoaz gant "kelc’hiad" "kelc’hiata", "kelc’hiek", "kelc’hienn" lakaat ar furmou heb "i" a zo kerkouls pe well : "kelc’had", "kelc’hata", "kelc’hek", "kelc’henn".
1924
Référence :
SKET.II
p.151 : "Da reiza er gevrenn genta" ["Da reizhañ er gevrenn gentañ"]