Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
6
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Hollad kealioù a embanner bezañ gwir hag a venner kinnig drezo un doare da zisplegañ fedoù, da heñchañ pe da studiañ oberoù. Kelennadurezh ar relijionoù. Kelennadurezh an diouganerien. Kelennadurezh Nietzsche. Goulennoù a reas d'e ziskibled diwar-benn e gelennadurezh. Reiñ kelennadurezh d'ub. 2. Dre ast. Kelennadur. & (impl. da anv unan) Ur gelennadurezh a bouez bras. 3. Reolenn, skouer a c'hall ub. ren e vuhez diwarni. Kollet eo bet gant kelennadurezh fall hailhoned.

Exemples historiques : 
37
Masquer la liste des exemples

kelennadurezh

1659
Référence : LDJM.1 pg doctrine, enseignement, instruction

reiñ kelennadurezh vat

1732
Référence : GReg pg elever (instruire)

kelennadurezh kristen

1732
Référence : GReg pg correction (fraternelle)

kelennadurezh a vreur

1732
Référence : GReg pg correction (fraternelle)

reiñ, ober kelennadurezh

1732
Référence : GReg pg enseigner (instruire de quelque science)

kelennadurezh

1732
Référence : GReg pg discipline (instruction, gouvernement), dogme (précepte, instruction), éducation (le soin qu'on a d'élever, & d'instruire un enfant), enseignement

kelennadurezhoù

1732
Référence : GReg pg dogme (précepte, instruction)

hep kelennadurezh vat

1732
Référence : GReg pg (qui n'a point d') éducation

un den yaouank en deus bet diorroadur vat, deskadurezh vat, magadurezh vat, kelennadurezh vat

1732
Référence : GReg pg (un homme bien) elevé

kelennadurezh a-ziaraok

1732
Référence : GReg pg avant (avant-propos, préface)

kelennadurezh

1732
Référence : GReg pg avertissement

kelennadurezhioù

1732
Référence : GReg pg avertissement

an eizh kelennadurezh

1732
Référence : GReg pg (le sermon des huit) beatitude (que fit nôtre seigneur à ses disciples)

hon Salver a lavaras da Sant Pezr e vikael [sic] en douar, hag e memes amzer d'ar re a veze e vikaelien e-c'houde : paskañ va deñved, ro dezho ar boed spirituel hag ar c'helennadurezhioù neseser evit silvidigezh o eneoù

1732
Référence : GReg pg (nôtre Seigneur dît à Saint Pierre, & en sa personne, à ses Successeurs : pais mes) brebis

kelennadurezh

1850
Référence : GON.II pg kélennadurez (le même que kélen : Instruction. Leçon. Enseignement. Document. Avertissement. Dogme. Correction. Doctrine. Précepte).

kelennadurezhioù-eskob

1850
Référence : GON.II.HV pg kélennadurez-eskop (Mandement, instruction pastorale. Pl.)

kelennadurezh-eskob

1850
Référence : GON.II.HV pg kélennadurez-eskop (Mandement, instruction pastorale).

Pedenno[ù]igo[ù] ha kelennadurezh d’ar vugale

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Un enor eo evidomp derc'hel da gelennadurezh distagus Merkeur, Pontkalleg, Talc'hoed, Montlouis, Koedig, Ar Chalotez, ha meur a den kadarn-all, dizanvez pe glorius.

1911
Référence : PSEP p IX

Ar re varv bepred bev a galoneka an oberour ma lakaio dre skrid istor e ouenn hag ar gelennadurezh a zeu dezhi a-berzh an doueed.

1923
Référence : SKET p.77

"kelennadurezh" gg.

1923
Référence : SKET p.161, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Doctrine, enseignement".

Hag ar vugale a selaoue pizh ha sioul kelennadurezh an aotrou kure.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1024 (Gouere-Eost 1924)

"kelennadurezh-vrezel" gg.

1924
Référence : SKET.II p.120 « Geriadurig », "Education militaire".

Hounnezh eo c’hoazh pennreolenn kelennadurezh an Amerikaned : "learning by doing" « diskiñ diwar ober » [...].

1924
Référence : SKET.II p.23, notenn (3)

Ar gelennadurezh dre c’herioù hepken a zo un hêrezh deomp diwar-lerc’h Rom hag ar C’hres, diwar-lerc’h ar Gelted ne zeu ket avat !

1924
Référence : SKET.II p.24

— Ya, aotrou person. — Evelato savit anezhañ en doujañs [a]n Aotrou Doue. — Ya, ya, aotrou person. — Ha gras dezhañ na heulio ket roudoù e berc’henn ! Grit dioutañ, dre ho kelennadurezh, ar pezh n’eo bet nag e dad nag e vamm. — Kalet ar blanedenn, aotrou person ! — Petra a fell deoc’h !… Pep hini ac’hanomp a steu e hini, dindan dorn ha skoazell an Aotrou Doue.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924) ("en doujans an Aotrou Doue" & "dindan dourn" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

kelennadurezh

1927
Référence : GERI.Ern pg -adurez (éducation)

kelennadurezh

1931
Référence : VALL Rakskrid p XIX

ar gelennadurezh

1931
Référence : VALL Levrlennadur p VIII

kelennadurezh voudaadek

1931
Référence : VALL pg (doctrine du) bouddhisme

D'an eil -eveshaet eo bet an dra-se gant Kenan Kongar- lavaret hon eus uheloc'h e tispleg kelennadurezh Bourcart perak ec'h echu ar c'haniennoù war-dro -80 da -200 metr.

1943
Référence : TNKN p70

An dic'haou en deus bet eo bezañ gwelet hiniennoù eus e ziskibien gentañ o terc'hel gant an hent mat hag oc'h ober enor diwezhatoc'h dezhañ ha d'e gelennadurezh.

1944
Référence : EURW.1 p59-60

Ar Fiñv evit kelennadurezh ar brezhoneg ne oa ket merket en Emsav lennegel ha barzhoniek boulc’het gant remziad ar Gonidec-Villemarqué. Ar Fiñv -se a zo deiziadet : 1895. Ar Fiñver a zo anvet : Frañsez Vallée. Perak e taleas keit ar Fiñv kelennadurel ?

1944
Référence : EURW.1 p.105

Diouzhtu e krogas ar gelennadurezh, a dlee padout c’hwec’h miz nemetken.

1944
Référence : EURW.1 p.196

– « Setu amañ avat, » emezon-me em soñj ma-unan, « kelennadurezh kontrol d'ar pezh a zo bet desket din betek-henn. »

1944
Référence : EURW.1 p80

Ar gaerañ kelennadurezh da heul ar wir vagadurezh / Zo deuet deomp a-berzh Jezuz, Hor Salver ken karantezus.

1960
Référence : PETO p23

Evit doare ur c'hemmesk etre ar c'hredennoù paian hag ar gelennadurezh kristen !

1985
Référence : DGBD p75

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux