ar Gelted
Mar dichañs d'ar follennoù-mañ bezañ moulet ur wech, mar bez kavet arc'hant a-walc'h d'en ober, ar pezh a gontin deus ma roudenn a c'hallfe bezañ ur skouer d'an dud yaouank a Vreizh da zont, pa lennint troioù hag avanturioù ar barzh Taldir-se, graet kement a drouz war e anv dija, redet gantañ dija holl vroioù ar Gelted, ha deut da beñseañ hiriv en un tamm bourk bihan a Gerne-Uhel...
Darempredoù a zo bet a-viskoazh etre an Henc'hresianed ha pobloù an Hanternoz pe ar Gwalarn - Kelted pe C'hermaned - gras da genwerzh ar staen hag ar goularz da gentañ, ha, pell-pell goude, gras d'an darempredoù stank a veze etre Impalaeriezh Bizañs hag ar Skandinaved, anvet Rus pe Varegiz, darn anezhe o servijañ evel gopr-soudarded e Konstantinopoulis.
Mots précédents
Mots suivants
keltaat