1. [1899, 1931, 1944] Yezh keltiek zo boaziet e Kembre.
Komz, deskiñ kembraeg.
2. Termen a dalvez da aroueziñ un ober, ur garg dalc'het gant un den, a denn d'ar yezh-se end-eeun.
Ur geriadur brezhoneg-kembraeg, kembraeg-brezhoneg.
Ar c'hembraeg-bremañ "gwinllan" "vine yard" (Richards, Welsh-English Dictionary) a c'houlenn en e raok ur furm geltiek *vinolanda.
Ar c'hembraeg-breman gwinllan "vine yard" (Richards, Welsh-English Dictionary) a c'houlenn en e raok eur furm geltiek *vinolanda.
1923
Référence :
SKET
p.13
"Katubodua", anv divgevrennek ouzh hen ober "katu-" iwerzhoneg "cath", kembraeg ha brezhoneg "kad" (gg.) "emgann", ha "bodua", iwerzhoneg "bodb" "branez".
Katubodua, ano diougevrennek ouz hen ober katu- iwerzoneg cath, kembraeg ha brezoneg kad (gg.) "emgann", ha bodua, iwerzoneg bodb "branez".
Pa voemp deut barrek da lenn ha da dreiñ mat a-walc'h kembraeg e brezhoneg hag e galleg, setu ni c'hoant dimp da vont uheloc'h c'hoazh, ha kemerout bep a goumanant da Cymru 'r Plant, gazetennig ar vugaligoù, renet gant an Doktor Morgan Edwards.
Pa voemp deut barrek da lenn ha da drei mat awalc'h kembraeg e brezoneg hag e galleg, setu ni c'hoant d'imp da vont uheloc'h c'hoaz, ha kemerout bep a goumanant da Cymru 'r Plant, gazetennig ar vugaligou, renet gant an Doktor Morgan Edwards.
1944
Référence :
EURW.1
p61
An aotrou Vallée ha me hor boa c'hoant-kenañ da zeskiñ un tamm kembraeg bennak, ar yezh an heñvelañ ouzh hor brezhoneg.
An Aotrou Vallée ha me hor boa c'hoant kenañ da zeski eun tamm kembraeg bennak, ar yez an heñvela ouz hor brezoneg.