Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1899, 1931, 1944] Yezh keltiek zo boaziet e Kembre. Komz, deskiñ kembraeg. 2. Termen a dalvez da aroueziñ un ober, ur garg dalc'het gant un den, a denn d'ar yezh-se end-eeun. Ur geriadur brezhoneg-kembraeg, kembraeg-brezhoneg.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

kembraeg

1899
Daveenn : VALL Levrlennadur p VIII

Ar c'hembraeg-bremañ "gwinllan" "vine yard" (Richards, Welsh-English Dictionary) a c'houlenn en e raok ur furm geltiek *vinolanda.

1923
Daveenn : SKET p.13

"Katubodua", anv divgevrennek ouzh hen ober "katu-" iwerzhoneg "cath", kembraeg ha brezhoneg "kad" (gg.) "emgann", ha "bodua", iwerzhoneg "bodb" "branez".

1923
Daveenn : SKET p.21

"kembraeg" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.120 « Geriadurig », "gallois (langue)".

ar c'hembraek

1931
Daveenn : VALL Levrlennadur p VII

Pa voemp deut barrek da lenn ha da dreiñ mat a-walc'h kembraeg e brezhoneg hag e galleg, setu ni c'hoant dimp da vont uheloc'h c'hoazh, ha kemerout bep a goumanant da Cymru 'r Plant, gazetennig ar vugaligoù, renet gant an Doktor Morgan Edwards.

1944
Daveenn : EURW.1 p61

An aotrou Vallée ha me hor boa c'hoant-kenañ da zeskiñ un tamm kembraeg bennak, ar yezh an heñvelañ ouzh hor brezhoneg.

1944
Daveenn : EURW.1 p60

oberoù Taldir e brezhoneg hag e kembraeg

1944
Daveenn : EURW.1 p2

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial