Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V.k.e. I. 1. Reiñ da c'houzout, da anavezout (udb.). Kemenn ganedigezh ur bugel. Kemenn a ran deoc'h ur c'heloù mat. A-raok m'en devoe amzer da gemenn netra d'e vignoned, e oamp delammet warno. [1878] Anaout a rae e varv, evit gwir, rak kemennet e oa bet dezhi penaos e oa marvet ha pe zeiz e oa bet lakaet er bez [...]. [1954] Ne oant ket hanter hent pa zeuas en arbenn dezho ur vaouez, herr warni, pedet gant va mamm-gozh da vont di da gemenn ar c'heloù [...]. [1955] Ul labour start am boa da voulc’hañ er mare-se : kemenn da Soaz Sapeur e tleje dougen kañv d’an holl gestell savet ganti el loar a-zivout dazont he mab-bihan [...]. 2. Sachañ evezh (ub.) war (udb.). Ar c'hleier a gemenne e oa echu an oferenn. Un taol c'hwitell hir a gemennas dezho e oa echu an devezhiad labour. II. 1. Kemenn ub. : goulenn digant ub. dont dre gas kemenn (I 1) dezhañ. Kemenn ar bomperien, ur mezeg, ur beleg. Ar priñs a lakaas kemenn an den betek ennañ. [1878] Eo gourc’hemennet d’an holl hucherien kemennet evit se lakat ober ar varnedigezh-mañ [...]. 2. Kemenn da ub. ober udb. : goulenn start digantañ ober udb. Kemenn a rin d'ar vañsonerien dont amañ. Kemenn a ran dit bezañ amañ d'an eur. [1925] Distagit ar chas war ar forean-mañ ! a gemennas an aotrou d’e vitizhien. [1954] Kemennet e voe kerkent all da Vrest kas dimp rag-eeun ur soner all e lec'h an hini aet ken buan da Anaon ha kavout a rejomp hennezh ouzh hor c'hortoz e Fort de France. & Dre skeud. Goulenn en un doare gredus. Ar furnez a gemenn da bep unan espern kalz pe nebeut. HS. gourc'hemenn. 3. Kemenn (ma) : reiñ urzh (ma). Kemenn a ra ma vo enaouet ar bern keuneud ha ma vo degaset ar prizoniad. HS. gourc'hemenn.

Exemples historiques : 
46
Masquer la liste des exemples

kemenn

1499
Référence : LVBCA p112 (faire assauoir, annuncier)

kemennet

1499
Référence : LVBCA p112 ('annoncé')

kemenn

1659
Référence : LDJM.1 pg mander

Grit kement a vezo kemennet deoc'h.

1850
Référence : GON.II pg kémenna (Faites tout ce qu'on vous commandera).

kemennañ

1850
Référence : GON.II pg kémenna, kémenn (Mander, faire savoir par lettre ou par message. Commander. Ordonner. Enjoindre), pg digemenna.

kemennet

1850
Référence : GON.II pg kémenna, kémenn (Mander, faire savoir par lettre ou par message. Commander. Ordonner. Enjoindre. Part.)

kemenn

1850
Référence : GON.II pg kémenna, kémenn (Mander, faire savoir par lettre ou par message. Commander. Ordonner. Enjoindre).

Rak kemennet em eus d'am faotred ne raje hini drouk deoc'h, ha mar hoc'h eus sec'hed, it da gaout ar podoù, hag evit eus an dour a ev ma faotred.

1850
Référence : GON.II Buez Ruth

Kemennit an dra-se dezhañ.

1850
Référence : GON.II pg kémenna, kémenn (Mandez-lui cela).

E-pad ma vezi e Brest o lakaat pep tra en urzh evit da lestr, me a gemenno an Aotrou Poullaoueg, a lavaro dezhañ petra a ranko da ober, a zigaso ganen a-damm-a-damm ar pezh en devezo c’hoant da gas gantañ hag a c’hello dont ganen.

1877
Référence : EKG.I. p.217

Kemenn d’ar C’higer ez eus e Kermabrouz, e parrez Koadout, loened lart da ziskar a-benn ma teuy gouelioù Pask.

1877
Référence : EKG.I. p.90

O welet e rae ar skouarn vouzar, pe marteze, evit lavaret gwell, o welet e rae goap eus ar c’hentelioù a ganed dezhañ, Andre ar Pontoù, an hini a oa e penn ar chouanted er c’horn-se eus ar vro, a gemennas d’e holl dud en em gaout, un nozvezh, e koad Tonkedeg, e tu ar sav-heol, el lec’h ma’z eus ur vengleuz hag a ya don a-zindan an douar.

1877
Référence : EKG.I. p.107

E-feson e oa c’hoant bras da lakaat ar graban war an Aotrou Poullaoueg, rak, evel n’her c’haved ket e Lokournan, e voe kemennet da ur vanden all a soudarded dont eus a Vrest da sikour furchal kement kogn a yoa er vro, adalek Konk betek Gwitalmeze.

1877
Référence : EKG.I. p.211

Anaout a rae e varv, evit gwir, rak kemennet e oa bet dezhi penaos e oa marvet ha pe zeiz e oa bet lakaet er bez ; hag hi hag he c’hoarezed leanezed o doa pedet Doue a-galon evit peoc’h e ene.

1878
Référence : EKG.II p.177-178

— Mat, neuze klaskomp hon tro pep hini eus e du : an hini a gavo un dro vat da gentañ a gemenno d’egile, ha bezomp sioul war gement-mañ.

1878
Référence : EKG.II p.129

Eo gourc’hemennet d’an holl hucherien kemennet evit se lakat ober ar varnedigezh-mañ, da bep komandant ha da bep ofiser ar galloud publik kennerzhañ, pa vezint goulennet hervez al lezenn, d’ar gomiserien eus ar galloud da genveilhat.

1878
Référence : EKG.II p.210

Mes e verourien en deus kemennet mat, hag ober a raint evidomp ar pezh a c’hellint da ober.

1878
Référence : EKG.II p.9

Abalamour da se, bep tro ma kleve hanv a soudarded da zont er vro, e kemenne d’an Aotrou Kalvarin, hag e lavare dezhañ e pe du ez aent.

1878
Référence : EKG.II p.187

Komzoù da roue, tarv ar C’huzh-heol, kemenn anezho da'z preudeur, da'z pugale, da'z touarened, ha ma tremenint a-rumm-da-rumm betek an deiz diwezhañ.

1923
Référence : SKET p.50

Mat e ve kemenn da Gamula emañ he mab yac’h ha salv etre daouarn tud vat. — Hag e ve ! eme an doue.

1924
Référence : SKET.II p.12

War ar roc’h he zri fenn edo en o sav teir garan an diwezhañ Kelenn (1). Pa weljont ar vag o nesaat, e tigorjont o beg da safariñ a-bouez-penn. Kemenn a rejont en o yezh d’ar paotr yaouank mont war e giz...

1924
Référence : SKET.II p.46

— N’o c’huita ket, n’o zilez ket ! a gemenne Izabel d’ar paotr. Ro he sugell da Gatellig… gwisk e zilhad da Yannig… ha taol evezh mat dezho… Diwall anezho !…

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.841 (Miz C'hwevrer 1924)

— Distagit ar chas war ar forean-mañ ! a gemennas an aotrou d’e vitizhien.

1925
Référence : BILZ2 p.117

kemenn a reas da… dont

1931
Référence : VALL pg appeler (il appela vers lui)

kemenn

1931
Référence : VALL pg annoncer (faire savoir), aviser (avertir, informer)

kemenn un dra da ub.

1931
Référence : VALL pg avertir (qqn de qqch)

Er Grennamzer, ar vrezelourien a zalc’he an dosenn, a gemenne an holl vro.

1944
Référence : EURW.1 p.211

Da zibenn 1871, kamp Conlie a voe stlabezet, ha ma zad, c'hoant dezhañ brezeliñ hag ober un dra bennak a dalvoudus [sic, dalvoudegezh], a yeas gant e gompagnunezh da ginnig e servijoù d'ar jeneral Cathelineau, a oa o kemenn en Añje war ur c'horf savet gantañ, e anv « Les Volontaires de Cathelineau », stag ouzh arme al Loire.

1944
Référence : EURW.1 p12

Esaet hor boa istribilhañ ur banniel triliv, gant u[n] herminig du brodet er gwenn anezhañ, ouzh ar prenestr, met ar bolis a oa deut da gemenn en tennañ, "rak", emezi, "difennet e oa lakaat en diavaez bannieloù gall triliv gant arouezioù warno, evel herminigoù, flourdelizoù [sic], Kalonoù-Sakr-a-Jezuz, hag all...".

1944
Référence : EURW.1 p.162

Mouezhioù rok a gemenne : « Dre amañ ! Ar soudarded yaouank d’hor c’haout ! En em renkit pevar ha pevar, ha buan ! Hallo ! Un tamm hast, bandenn « bleuien ! » Ni ho tesko da stlejal ho potoù… »

1944
Référence : EURW.1 p.191

Ha Job a zeredas buan eus an armel d’ar gwele. Job avat, a redas adarre d’an armel, goude m’en devoe kemennet da Lom pasaat ha toc’hellat e-leizh e c’hourlañchenn.

1944
Référence : ATST p.35

Er venec'h eo e soñje Hor Salver, pa gemennas d'ar paotr yaouank pinvidik : - Mar fell dit bezañ savetaet, dilez da vro, da gerent, da deñzorioù, ha deus d'am heul !

1949
Référence : SIZH p.56

N'eo ket gant al langiz [sic, langis] e oa ar breur Arturo, gant an hiraezh, ar c'hleñved-se, a vez kemennet d'ar gloer yaouank disfiziout dioutañ, peogwir e sav diwar an Drouk-Spered.

1949
Référence : SIZH p.47

Unan eus reolennoù ar gouent a gemenne e vije fiziet er yaouankizoù-se, a oa da vezañ ministred an Aotrou Doue, da lavarout eo ar vegenn eus ar Gristenienn, pep a sizhuniad labourioù izel, da voazañ o c'halonoù ouzh ar sentidigezh hag an izelegezh.

1949
Référence : SIZH p.41

Ne oant ket hanter hent pa zeuas en arbenn dezho ur vaouez, herr warni, pedet gant va mamm-gozh da vont di da gemenn ar c'heloù : "goût ' ouzomp, va flac'h, eme va zonton Loeiz, bet INT dija du-mañ".

1954
Référence : VAZA p.44, notenn 1

Kemennet en devoa ’ta d’e vab, ar priñs danvez roue, da zegemer Fallières eus e berzh ha da bediñ ar c’hozhiad da vont davetañ da ziskuizhañ e-pad un toullad devezhioù.

1954
Référence : VAZA p.165

A-benn ar fin, p’en deveze d’ober ganin ne c’houlenne ket Thierry gozh : « Pelec’h emañ ar soner Trémel ? » ha dont a rae gantañ evel-henn : « Kemennit, mar plij, da Elle est morte diskenn davedon rak c’hoant am eus da c’houzout digantañ petra emañ e-sell da ziskouez dimp bremaik ».

1954
Référence : VAZA p.101

Kemennet e voe kerkent all da Vrest kas dimp rag-eeun ur soner all e lec'h an hini aet ken buan da Anaon ha kavout a rejomp hennezh ouzh hor c'hortoz e Fort de France.

1954
Référence : VAZA p.90, notenn 1

Diwar neuze e krogas da vesteodiñ… ya… skoet e vez gant an namm-se adal ma tegouezh dezhañ kejañ gant tud ne vez ket kustum diouto. Met gwelout a reot, Aotrou, seul dommoc’h en em rayo diouzhoc’h ha seul brimoc’h e tremeno dezhañ ; a-raok pep tra e tleen evelkent kemenn deoc’h e pe stad emañ va bugel paour, betegouzout na vefec’h souezhet gantañ ar wech kentañ.

1955
Référence : VBRU p.65

Ul labour start am boa da voulc’hañ er mare-se : kemenn da Soaz Sapeur e tleje dougen kañv d’an holl gestell savet ganti el loar a-zivout dazont he mab-bihan, peogwir ne vanje ket hemañ da vevañ daveti e skeud hec’h iliz[-]parrez, rak n’eo ket hepken da Briel e troje kein, met ivez da Vreizh, ha zoken da Vro-C’hall, evit skampañ – ar c’honifl anezhañ – da Voskov, e Rusia, ur vro n’he devoa tanfoeltr biskoazh klevet ober anv diouti.

1955
Référence : VBRU p.1-2

Hi eo a zeuas, dre guzh d'ar re-mañ, ha goude ma voe bet lazhet ganto ar Predour, mestr-skol en Edern, ha Gorager, person touer parrez Brieg, da gemenn d'an David pe venoz o devoa graet diwar e benn. Person Goezeg n'he c'hredas ket hag, e-lec'h tec'hout da guzhat, a chomas en e bresbital. Kavet e voe eno gant e vuntrerien hag e kollas evel-se e vuhez.

1960
Référence : PETO p.8

Met, da gemenn ho kweladenn, / 'Z an d’an iliz, 'n ur redadenn.

1960
Référence : PETO p69

Ya, kounnar zo ennomp, kounnar-ruz o klevet prezegennoù-beleien distaget e galleg fraezh evit kemenn deomp e oa ret saveteiñ hor yezh.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 2

Kentañ tra en devoe ar c'heginer da gemenn din diouzh ar mintin eo e oa bet teir yar lazhet en o c'hlud.

1985
Référence : DGBD p92

Ha bewech ma tistroen gant an danvez e veze ur baperenn all, a gemenne din e zaskoriñ peogwir ne oa ket pur, hag un urzhiad nevez a oa evit ur pourvezer all.

2012
Référence : DJHMH p.65

"Kemenn an Hennadiñ," a lavaran da zDermitzakis.

2015
Référence : EHPEA p45

L'Office public de la langue bretonne