aoter
sakramant an aoter
aoter
aoter
aoter vras
Me n'am boa gwelet nemet chapelioù hor Sent kozh, houmañ ne greden ket e oa ur chapel anezhi ; gant he bankoù koad stok-ouzh-stok, he mogerioù gwerniset, he chantele kempenn hag hec'h aoter wenn evel ur menaj merc'hodenn, he delwennoù plastr, en ur ger, ne oa ket graet al lec'h-mañ da hadañ devosion en eneoù, ha ma hini-me a oa gwidal-mat, ha techet da vont e-maez an arroudennoù pleustret gant an holl.
D’an ampoent e oa ur manac’h bihan, echu gantañ diboultrennañ an aoterioù rikamanet gant aour, o hastout dre ar vali greiz, davet traoñ an iliz, da serriñ dor vras ar straed.
Harpañ a reas ur pennad ouzh aspled an aoter vras, ha mont ha dont a reas e selloù warni.
Stummet e oa an aoter e-giz un iliz-veur gotek, gant un niver bras a dourioù beget-uhel, hag aour-wisket [aourwisket], traoñ ha laez, hervez giz Spagnoliz.
Mots précédents
Mots suivants
aoter-veur