Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Tachenn pe daol ma vez sevenet an aberzhioù d'an doueoù. 2. (db. ar relijion gristen) Taol ma lider an oferenn. Bezañ dirak, e-tal an aoter. Pignat ouzh an aoter. An daol-aoter. & An aoter veur, an aoter vras : aoter bennañ un iliz, zo er chantele. & Trl. Sakramant an Aoter : lid pennañ ar relijion gatolik a dalvez da gounaat aberzh ar C'hrist o resev ar spesoù.

Skouerioù istorel : 
33
Kuzhat roll ar skouerioù

aoter

1499
Daveenn : LVBCA p25 (autiel)

M. Pet sakramant zo en Iliz ? D. Seizh. M. Pere int-i ? D. Badiziant, koñfirmasion, pinijenn, sakramant an aoter, sakramant a nouenn, urzh ha priedelezh.

1622
Daveenn : Do. p38

aoter

1659
Daveenn : LDJM.1 pg autel, auter

aoterioù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg autel

un aoter kofad

1659
Daveenn : LDJM.1 pg gemeau (vn)

M. Ha ret eo reseviñ alies sakramant an aoter ? D. Ya, abalamour ma hon unis hag hor c'hoñjoent gant Doue, ouzh hor prezerviñ diouzh pec'hed, hag o komunikañ ouzhomp kalz a zonezonoù hag a c'hrasoù all.

1677
Daveenn : Do. p45

[M.] Petra a gridit-hu eus a sakramant an aoter ?

1677
Daveenn : Do. p43

korf hon Salver a zo e real, e gwirionez, e-barzh ar Sakramant eus an aoter

1732
Daveenn : GReg pg (Jesus-Christ est réellement &) corporellement (dans le Sacrement de l'Eucharistie)

gwiskamanchoù an aoter

1732
Daveenn : GReg pg habit (Les habits Sacerdotaux.)

ar sakramant adorapl eus an aoter

1732
Daveenn : GReg pg adorable

bezañ ouzh an aoter

1732
Daveenn : GReg pg (etre à l') autel

bet ouzh an aoter

1732
Daveenn : GReg pg (etre à l') autel

ezañsiñ an aoterioù

1732
Daveenn : GReg pg encenser (les Autels)

aoter

1732
Daveenn : GReg pg autel (lieu du Saint Sacrifice)

aoterioù

1732
Daveenn : GReg pg autel

an aoter vestr

1732
Daveenn : GReg pg (le grand) autel

an eil aoter

1732
Daveenn : GReg pg (le second) autel

aoter

1850
Daveenn : GON.II.HV pg méan (-azeûlidigez)

Nann ! ned eo ket ur gaou : / Ma ve graet un aoter evit dizemezi / Ar re n'int eürus daou-ha-daou, / E ve eno engroez mui 'vit da eureujiñ.

1867
Daveenn : MGK p64

Kerkent ha ma voe achu gantañ, e tiskennas diouc’h an aoter hag ez eas war-eeun d’ar segreteri, evit lamet e zilhad oferennañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.208

Diskaret o doa an Aotrou Krist binniget hag ar sent, diframmet o doa an aoter.

1878
Daveenn : EKG.II p.80-81

sakramant an aoter

1927
Daveenn : GERI.Ern pg aoter

aoter

1927
Daveenn : Geri.Ern pg aoter

aoterioù

1931
Daveenn : VALL pg autel

aoter

1931
Daveenn : VALL pg autel

bezañ ouzh an aoter

1931
Daveenn : VALL pg autel

aoter vras

1931
Daveenn : VALL pg autel

Er chapel ez eus aoterioù koad kizellet-dispar, eus ar XVIIvet kantved, balustroù gant skeudennoù an Ebestel, ul laouer vaen eus ar Vvet kantved, anvet « bez sant Weltaz » ha poltred koad alaouret ar sant gant tog ha bazh-eskob.

1944
Daveenn : EURW.1 p17

Treut e oa e zremm ha roufennet, me en kave heñvel ouzh unan eus ar sent koad a welen en-dro d'an aoter en iliz Karnoed, nemet e-lec'h dougen ur sae ruz, pe unan c'hlas, e oa unan du gantañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p30-31

Me n'am boa gwelet nemet chapelioù hor Sent kozh, houmañ ne greden ket e oa ur chapel anezhi ; gant he bankoù koad stok-ouzh-stok, he mogerioù gwerniset, he chantele kempenn hag hec'h aoter wenn evel ur menaj merc'hodenn, he delwennoù plastr, en ur ger, ne oa ket graet al lec'h-mañ da hadañ devosion en eneoù, ha ma hini-me a oa gwidal-mat, ha techet da vont e-maez an arroudennoù pleustret gant an holl.

1944
Daveenn : EURW.1 p32

D’an ampoent e oa ur manac’h bihan, echu gantañ diboultrennañ an aoterioù rikamanet gant aour, o hastout dre ar vali greiz, davet traoñ an iliz, da serriñ dor vras ar straed.

1949
Daveenn : SIZH p.37

Harpañ a reas ur pennad ouzh aspled an aoter vras, ha mont ha dont a reas e selloù warni.

1949
Daveenn : SIZH p.64

Stummet e oa an aoter e-giz un iliz-veur gotek, gant un niver bras a dourioù beget-uhel, hag aour-wisket [aourwisket], traoñ ha laez, hervez giz Spagnoliz.

1949
Daveenn : SIZH p.64

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial