I.
G.
1. Danvezenn, traezenn oberiet gant an den diwar danvezioù krai pe diwar danvezennoù, traezennoù oberiet all.
Gwerzhañ, ezporzhiañ kenderc'hadoù. Ur c'henderc'had greantel.
2. Dre ast. (db. al labour-douar, an desevel loened, ar pesketaerezh)
Plantenn, loen diouzh ur savboent armerzhel.
Enporzhiet e vez muiouzh-mui a genderc'hadoù pesketaerezh. E renk kentañ kenderc'hadoù Brazil emañ ar c'hafe. Kenderc'hadoù an douar.
II.
H.g.
Disoc'h, frouezh ar c'henderc'h(iñ).
Kenderc'had glaou Europa ar Gwalarn a ya war zigresk. Kenderc'had koton ar Stadoù-Unanet. Ar c'henderc'had-bed. Kenderc'had gremm bloaziek ur vro.