Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
4
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. V.k.e. Lakaat ub., udb. e-keñver un all, dre ar meizañ, a-benn gwelet pegen heñvel pe zisheñvel int. Keñveriañ ur sevenadur gant unan all. Keñveriañ daou romant an eil gant egile. 2. V.k.d. KEÑVERIAÑ OUZH UB. : kevezañ outañ. Ha gouest on da geñveriañ ouzh mab Lanroz ? 3. V.g. Kevezañ. N'o doa ket an daou strollad keñveriet en devezh-se. EVEZH. : Distagañ a reer ar furm keñver (trede gour unan amzer-vremañ an doare disk. hag eil gour unan an doare-gourc'h.) evel-henn : ['keverj].

Exemples historiques : 
13
Masquer la liste des exemples

Kenveriañ an hengeltieg *gutuatir, ’gutuatros « beleg », latinaet e gutuater war an enskrivadurioù eus ar marevezh kelt-ha-roman [...].

1923
Référence : SKET p.27

Keñveriañ an doareennadur homerek "alphesiboiai" « a zigas ejened » da verkañ ar merc’hed brav, paeet d’an tad uheloc’h priz eget ar re zivalav [...].

1923
Référence : SKET p.84 (1) (+ p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "not. lin. 1, e lec’h « doarennadur » lenn « doareennadur »".

Evit ar gentañ kevrenn-c’her ("arganto-"), her c’heñveriañ ouzh an anvioù keltiek "Argantos", "Argantomagos", *Argantorota (kembraeg "Arianrod"), "Argentokoxos", hag all ; kenveriañ an eil kevrennad ouzh "Ateponios", "Matukonios", "Nantonios".

1923
Référence : SKET p.149 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

keñveriañ [...] ; keñverata, keferata

1923
Référence : SKET p.163, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Confronter ; comparer ; "kenverata", "keferata" même sens".

"keferata" [...] (ivez "lakaat e kemm", "keñveriañ", "keñverata").

1923
Référence : SKET p.161, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Comparer ".

(1) Keñveriañ d’ar vag-se ar "roth-ramhach" « rod roeñvek, » e skridoù iwerzhonek ar Grennamzer, a zo anezhi ul lestr ennañ dek-kant a weleoù, dek kant den e pep hini anezho (Gaidoz, Dieu gaulois du soleil, p. 99-100).

1923
Référence : SKET p.80-81

keñveriañ

1924
Référence : SKET.II p.121 « Geriadurig », "Mettre à côté, comparer".

keñveriañ

1931
Référence : VALL pg balance

Mat eo studiañ ar perag hag an abalamour eus an traoù ; klask e goueled ar goustiañs lezennoù kuzhet ar vuhezegezh ; furchal deraouidigezh ha finvezhioù an den ; keñveriañ engehentadur al loened ouzh hini an dud ; esaeañ divinout petra eo an Ene, mes ma'z eer re bell war hent an Dianav, mar c'hoantaer dizoleiñ ar pezh a rank chom kevrin, neuze emeur war-var dihentañ.

1944
Référence : EURW.1 p63

An tarzhioù-ruilh a c'heller gwelout war Lev-Draezh Sant-Vig ne dint nemet c'hoarielloù p'o c'heñverier gant ar re a vez gwelet e pleg-mor Ginea.

1985
Référence : DGBD p19

Un dra bennak prevez, Ao.Utterson ? Ur gouviadenn da goaniañ, tra ken. Perak ? C'hoant hoc'h eus he gwelout ? Ur vunutenn nemetken. Trugarez deoc'h, Aotrou. Neuze e lakaas ar c'hloareg an div follenn baper kichen-ha-kichen da geñveriañ pizh o endalc'had.

2012
Référence : DJHMH p50

Keñveriañ an hed 1 ouzh an hed 2, war an tres.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 23

Gwelloc'h e kavan chom hep ober evezhiadenn ebet rak, a-hend-all, ne vo ket pell a-raok keñveriañ Scotland Yard gant Katec'haki.

2015
Référence : EHPEA p27

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux