Hini gozh ar vereuri a zeue d'he gwelout, hini kozh ar pennti all, unan gozh pe unan kozh all c'hoazh en em gavet digompagnunezh er c'hêriadennoù tro-war-dro.
"kêriadenn" gg.
kêriadenn (gg.) [...] war-zour
anaout an ardremez war-dro ar gêriadenn
kêriadenn
O ! na c’hoarzhit ket, rak, an noz-se, den ne c’hoarzhas er c’hêriadennoù tro-dro.
Trist, trist e oa Karreg-al-Louarn, d’an eur-se, kredit ac’hanon, ha, ma kouske ar gristenion eürus ha dianken e Troboa, e Kervetouz, e Lanurgad, e Penn-Aod hag er c’hêriadennoù pellañ, ar voereb Vari a oa trist ar jeu ganti, rak klevet he doa trouz e-toull an nor, pa sonas an horolaj daouzek taol an hanternoz.
Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.
Ur wech an amzer e weler ur frankizenn bennak war an tu dehou : ur c'heoteg, pe ur ge[ê]riadenn, pe lec'h ur ge[ê]riadenn bet dilezet.
Mots précédents
Mots suivants
kêriadennad