Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Tolpad tiez war ar maez, bras a-walc'h evit kaout ur vuhez drezañ e-unan. Treuziñ a reas ar gêriadenn, dek ti bennak a bep tu d'an hent. Mont a rae da werzhañ pesked er c'hêriadennoù war ar maez. 2. A-wechoù Pennkêr. HS. bourc'h, bourk, kêr.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

Er c’hêriadennoù hag en diabarzh an tiez e veze pep tra netaet penn-da-benn, kempennet hag aozet a-nevez-flamm.

1923
Daveenn : SKET p.59

En Europ kreiz kêriadennoù-war-zour ; hadañ lin, mell, edeier ; desevel kon, ejened, givri.

1923
Daveenn : SKET p.143

kêriadenn (gg.) [...] war-zour

1923
Daveenn : SKET p.164, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Village lacustre".

"kêriadenn" gg.

1923
Daveenn : SKET p.164, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Village".

Pelloc’h, o sevel adarre war o c’harr, e stagent gant o ergerzhadenn dre zouar Manos, o weladenniñ pep kêriadenn, oc’h eeunañ ar c’hammvoazioù, o kenteliañ war ar strujusañ stuziañ-douar, war ar frouezhusañ magañ-loened, hag o verkañ ar gwellaennoù o tereout ouzh pep gra.

1923
Daveenn : SKET p.62

Al logelloù-se a zo anezho kêriadennoù ec’hon war glann ar stêrioù hag ar mor, war bep kompezenn, e pep izelenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.65

anaout an ardremez war-dro ar gêriadenn

1931
Daveenn : VALL pg alentours (connaître les alentours du village)

kêriadenn

1931
Daveenn : VALL pg bourgade

Un tammig plac’h o tont diouzh he c’hêriadenn, fresk ha didroidell, divlam ha hegredik, a oa tanavoc’h meuz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.148

Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.

1944
Daveenn : EURW.1 p15-16

Koulskoude, he flanedenn a oa bezañ pried ha mamm a familh ; kavet ganti ur par e Glaoda Jafrenoù, e kuitaas he c'hêriadenn goant Hellegoad evit dont da chom da vourk Karnoed, teir lev ac'hano.

1944
Daveenn : EURW.1 p14

Trist, trist e oa Karreg-al-Louarn, d’an eur-se, kredit ac’hanon, ha, ma kouske ar gristenion eürus ha dianken e Troboa, e Kervetouz, e Lanurgad, e Penn-Aod hag er c’hêriadennoù pellañ, ar voereb Vari a oa trist ar jeu ganti, rak klevet he doa trouz e-toull an nor, pa sonas an horolaj daouzek taol an hanternoz.

1944
Daveenn : ATST p.54

O ! na c’hoarzhit ket, rak, an noz-se, den ne c’hoarzhas er c’hêriadennoù tro-dro.

1944
Daveenn : ATST p.65

Un droiad ur miz da vihanañ, ha digoustus, rak e pep kêr, e pep kêriadenn, e oa mignoned ouzh hor gortoz da chom en o zi.

1944
Daveenn : EURW.1 p.170

Ar garg-se a roe din aezamantoù evit kousket en ur gwele, pa zigouezhe ar rejimant en ur geriadenn, da dremen an noz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.204

Ur wech an amzer e weler ur frankizenn bennak war an tu dehou : ur c'heoteg, pe ur ge[ê]riadenn, pe lec'h ur ge[ê]riadenn bet dilezet.

1985
Daveenn : DGBD p31

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial