Evit ar gentañ kevrenn-c’her ("arganto-"), her c’heñveriañ ouzh an anvioù keltiek "Argantos", "Argantomagos", *Argantorota (kembraeg "Arianrod"), "Argentokoxos", hag all ; kenveriañ an eil kevrennad ouzh "Ateponios", "Matukonios", "Nantonios".
Evid ar genta kevrenn-c’her ("arganto-"), her c’henveria ouz an anoiou keltiek "Argantos", "Argantomagos", *Argantorota (kembraeg "Arianrod"), "Argentokoxos", hag all ; kenveria an eil kevrennad ouz "Ateponios", "Matukonios", "Nantonios".
1923
Référence :
SKET
p.149 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".
Skav-gwrac’h an Norvej (acer platanoïdes, L.) ma wisk an deil anezhañ en diskar-amzer ul liv melen flamm-tre, Bon Jardinier, 1882, eil kevrennad, p. 135.
Skao-gwrac’h an Norvej (acer platanoïdes, L.) ma wisk an deil anezan en diskar-amzer eul liou melen flamm-tre, Bon Jardinier, 1882, eil kevrennad, p. 135.
1924
Référence :
SKET.II
p.75, Notenn 5
Pa voen bet daou viz o ren ar vuhez oberiant-se, ha graet ganin ma c’horf eus ar vicher, e voen dibabet a-gevret gant ugent all eus ar 48vet da vont da studiañ da Sant-Brieg en ur gompagnunezh graet gant re zesketañ peder [sic] rejimant 19vet kevrennad an 10vet rannad arme.
Pa voen bet daou viz o ren ar vuhez oberiant-se, ha graet ganin ma c’horf eus ar vicher, e voen dibabet a-gevret gant ugent all eus ar 48vet da vont da studia da Sant-Brieg en eur gompagnunez graet gant re zesketa peder [sic] rejimant 19vet kevrennad an 10vet rannad arme.
1944
Référence :
EURW.1
p.195
Soñj am eus eus hiniennoù a oa ganin er gevrennad ispisial hag a dalvez ar boan lavarout ur ger berr diwar o fenn, rak ober a rejont o hent…
Soñj am eus eus hiniennou a oa ganin er gevrennad ispisial hag a dalvez ar boan lavarout eur ger berr diwar o fenn, rak ober a rejont o hent…