Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Bevon. Rannad eus ur skourrad. E rummatadur ar bevien emañ ar gevrennad etre ar skourrad hag an urzhad. Kevrennad ar bronneged.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Evit ar gentañ kevrenn-c’her ("arganto-"), her c’heñveriañ ouzh an anvioù keltiek "Argantos", "Argantomagos", *Argantorota (kembraeg "Arianrod"), "Argentokoxos", hag all ; kenveriañ an eil kevrennad ouzh "Ateponios", "Matukonios", "Nantonios".

1923
Daveenn : SKET p.149 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Skav-gwrac’h an Norvej (acer platanoïdes, L.) ma wisk an deil anezhañ en diskar-amzer ul liv melen flamm-tre, Bon Jardinier, 1882, eil kevrennad, p. 135.

1924
Daveenn : SKET.II p.75, Notenn 5

Pa voen bet daou viz o ren ar vuhez oberiant-se, ha graet ganin ma c’horf eus ar vicher, e voen dibabet a-gevret gant ugent all eus ar 48vet da vont da studiañ da Sant-Brieg en ur gompagnunezh graet gant re zesketañ peder [sic] rejimant 19vet kevrennad an 10vet rannad arme.

1944
Daveenn : EURW.1 p.195

Soñj am eus eus hiniennoù a oa ganin er gevrennad ispisial hag a dalvez ar boan lavarout ur ger berr diwar o fenn, rak ober a rejont o hent…

1944
Daveenn : EURW.1 p.198

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial