Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1732, 1850, 1931, 1943] Rann eus un hollad. Kevrenn un akademiezh. Kevrennoù ur pezh-c'hoari. Kevrennoù ar c'horf. 2. [1850, 1931] Den, kostezenn a vez enebet ouzh un den, ur gostezenn all da-geñver ur breud. Ar gevrenn enep.

Skouerioù istorel : 
44
Kuzhat roll ar skouerioù

kevrenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quevvren

war gevrenn hanter

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (a) moitié

kevrenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg partie

komplod etre daou zen evit flaodañ un trede kevrenn eus e wir

1732
Daveenn : GReg pg collusion (intelligence de deux parties au préjudice d'un tiers)

anaoudegezh eus a holl gevrennoù ar c'horf, dre an droc'hidigezh anezho

1732
Daveenn : GReg pg anatomie (connoissance du corps par la dissection faite avec ordre)

kevrennoù kontrol

1732
Daveenn : GReg pg adverse

kevrenn kontrol

1732
Daveenn : GReg pg adverse

kevrenn enep

1732
Daveenn : GReg pg adverse

kevrennoù enep

1732
Daveenn : GReg pg adverse

En em glevet gant ur gevrenn, e domaj un trede

1732
Daveenn : GReg pg colluder (s'entendre avec une partie plaidante au préjudice d'une tierce personne)

intentidigezh sekret etre div gevrenn e domaj un trede

1732
Daveenn : GReg pg collusion (intelligence de deux parties au préjudice d'un tiers)

unan eus ar peder c'hevrenn vès [eus] ar bed

1732
Daveenn : GReg pg Europe (partie du monde)

distribuet en deveus e sarmon e teir c'hevrenn, e tri foent, e tri boent

1732
Daveenn : GReg pg (il a) distribué (son Sermon en trois points)

ar gentañ kevrenn eus a wir an Iliz dastumet gant Grasian

1732
Daveenn : GReg pg (le) Décret (de Gratien, premier volume du droit canonique)

akordiñ ar c'hevrennoù

1732
Daveenn : GReg pg decider (terminer)

kevrenn

1850
Daveenn : GON.II pg kéfrann, kévren (Partie. Lot. Portion. Part.), darn

kevrennoù

1850
Daveenn : GON.II pg kévren (Partie. Lot. Portion. Part. Pl.)

ar gevrenn izelañ

1850
Daveenn : GON.II pg kévren (La partie inférieure).

Va c'hevrenn enep.

1850
Daveenn : GON.II pg kévren (Ma partie adverse).

kefrann

1850
Daveenn : GON.II pg kéfrann (Voyez "Kévren").

kevrann

1850
Daveenn : GON.II pg kévren

Goude m'oe dispaket ar stal Ha digoret mat ar gabal, Eno neuze an div gevrenn En em beilhas peb eil ker koulz ha breutaerien.

1867
Daveenn : MGK p36

D’ar re-mañ o doa an evned a amheuilh redadeg ar gwagennoù, ar pesked a neuñv e dourioù ar mor, ar gwallvorviled a vev en donderioù anezhañ, toullet o daoulagad, krignet o diweuz hag o daouarn hag o c’hevrennoù mezhus.

1923
Daveenn : SKET p.117

An eil kevrenn, en enep, eus 700 da 500, a zo paot enni traezoù-kinklañ a zoare lies-kenañ ; aour a zo er bezioù e stumm troioù-gouzoug, kleierigoù-skouarn ; listri gresiek pe etruskek en arem pe bri a gaver ivez ; bez’ e stagont da sebeliañ o re-varv e kirri lorc’hus (Déchelette, op. cit., II, eil kevrenn, pp. 618-623).

1923
Daveenn : SKET p.147 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Ar gevrenn-se eus an ijinerezh (Notennoù, VII, 39)

1923
Daveenn : SKET p.164, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Cette branche de l’industrie".

"kevrenn" gg.

1923
Daveenn : SKET p.164, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "partie, section ; catégorie ; branche".

(2) War al lizherennoù kozh-se, Déchelette, Manuel II, 2vet kevrenn, p.569, notenn 4

1923
Daveenn : SKET p.9

An eil gevrenn-c'her "randa", iwerzhoneg "rand", brezhoneg "rann", a verk ul lec'hiadur war harzoù ar vro [...].

1923
Daveenn : SKET p.12

Kevrenn gornok ar vro am eus treuzet, ma ra ar C'hresianed Libua anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.18

E dalc’h ar Re-zu emañ holl gevrenn-greisteiz ar bed, adalek arvor ar mor-Reter betek arvor ar mor-Kornog.

1924
Daveenn : SKET.II p.73

Rak, a-c’haoliad war ar bir, em eus gournijet eus mor-Bras ar Sav-heol da vor-Bras ar C’huz[h]-heol, holl gevrenn-greiz ar bed.

1924
Daveenn : SKET.II p.70

kevrenn enep

1931
Daveenn : VALL pg (partie) adverse

kevrenn un akademi

1931
Daveenn : VALL pg académicien

kevrenn al loa-bod

1931
Daveenn : VALL pg assiette

kevrenn

1931
Daveenn : VALL pg acte (d'une pièce de théâtre), (une) alternative, article

diuz ar wellañ kevrenn

1931
Daveenn : VALL pg (choisir la meilleure) alternative

bezañ kevrenn eus

1931
Daveenn : VALL pg appartenir (se rapporter à)

Evit ar stêr-mañ ne vije ket bet ar c'hleuzerezh o tont diwar an diveuzidigezh-se evit tizhout ar rann-draonienn manet bremañ a-zioc'h ar mor, ne vije bet kleuzet nemet ar gevrenn bet beuzet gant ar mor da vare ar bignidigezh deuet da heul.

1943
Daveenn : TNKN p36

Peder gevrenn a voe graet, ugent e pep hini.

1944
Daveenn : EURW.1 p.195-196

Furchal a ris penn-da-benn ar gwerzioù hag ar sonioù dastumet ha moulet gant Ledan, kloriet ma oant e dek pe zaouzek kevrenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.90

Kevrennoù al labour-douar, an arzoù-kaer, an arboell, an hanez, al lennegezh hag all.

1944
Daveenn : EURW.1 p68

An aotrou Louis Tiercelin, a oa rener ar gelc'hkelaouenn [sic, gelc'hgelaouenn] 'l'Hermine' e Roazhon, a ginnigas din dor digor en e gevrenn hag enni e voe embannet, ha me c'hoazh war ar bankoù skol, un dibab eus ar gwerzioù brezhonek a saven.

1944
Daveenn : EURW.1 p64

Antreal a ris en eil klas, kevrenn A, war al latin-yezhoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p49

Estreget klasoù latin-gregach e oa er Golaj ; bez' e oa ivez ur gevrenn evit an deskadurezh « modern », ne veze kelennet enni nemet war ar galleg hag ar jedoniezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p34

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial