kevrin
Mat eo studiañ ar perag hag an abalamour eus an traoù ; klask e goueled ar goustiañs lezennoù kuzhet ar vuhezegezh ; furchal deraouidigezh ha finvezhioù an den ; keñveriañ engehentadur al loened ouzh hini an dud ; esaeañ divinout petra eo an Ene, mes ma'z eer re bell war hent an Dianav, mar c'hoantaer dizoleiñ ar pezh a rank chom kevrin, neuze emeur war-var dihentañ.
Alchouez ar Skiant !... Anaout ar Vaouez, anaout ur vaouez, anaout Palmira !... Ganti emañ an diskoulm d'ar c'hevrin.
Daoust hag e oa anat war e dal ar c'hevrin a vleunie en e galon ? Pe ha gwelet e vije bet, diwar solier an ograoù, gant ur c'hloareg bennak ?...
[...] : kevrin ar Grouadelezh, a stummas disheñvel an den hag ar vaouez. Biskoazh, kent neuze, n'en doa merzhet e oa ar Vaouez « tra disheñvel ».
N'eo ket gwall faro tec'hout er mod-se. A-raok sachañ hor skasoù e vefe sporteloc'h diluziañ ar c'hevrin.
Petra a c'hallent kavout dedennus an eil e personelezh egile ? Petore deur a c'halle bezañ boutin dezho ? Ur c'hevrin e oa evit ur bern tud.
"Ar c'hrakaotrou Hyde-se, pa soñjer mat," a brederias, "a zle kaout kevrinoù ivez : ha kevrinoù du, mar fizian war e neuz
Mots précédents
Mots suivants
kevrinad