Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1931, 1944] Tra dianav a soñjer eo serr ouzh ar poell. [1944] Ar Fusteg, hag a oa troet gant an diouganerezh, en doa kred d'an hunvreoù, d'ar seblantoù, ha d'ar c'hevrinoù HS. mister. 2. Tra guzh pe a glasker kuzhat ouzh an dud, ar brasañ niver. [1944] Mat eo studiañ ar perag hag an abalamour eus an traoù ; klask e goueled ar goustiañs lezennoù kuzhet ar vuhezegezh ; furchal deraouidigezh ha finvezhioù an den ; keñveriañ engehentadur al loened ouzh hini an dud ; esaeañ divinout petra eo an Ene, mes ma'z eer re bell war hent an Dianav, mar c'hoantaer dizoleiñ ar pezh a rank chom kevrin, neuze emeur war-var dihentañ. HS. sekred.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

kevrin

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXX, arcane

Mat eo studiañ ar perag hag an abalamour eus an traoù ; klask e goueled ar goustiañs lezennoù kuzhet ar vuhezegezh ; furchal deraouidigezh ha finvezhioù an den ; keñveriañ engehentadur al loened ouzh hini an dud ; esaeañ divinout petra eo an Ene, mes ma'z eer re bell war hent an Dianav, mar c'hoantaer dizoleiñ ar pezh a rank chom kevrin, neuze emeur war-var dihentañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p63

Ar Fusteg, hag a oa troet gant an diouganerezh, en doa kred d'an hunvreoù, d'ar seblantoù, ha d'ar c'hevrinoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.156

Alchouez ar Skiant !... Anaout ar Vaouez, anaout ur vaouez, anaout Palmira !... Ganti emañ an diskoulm d'ar c'hevrin.

1949
Daveenn : SIZH p.64

Daoust hag e oa anat war e dal ar c'hevrin a vleunie en e galon ? Pe ha gwelet e vije bet, diwar solier an ograoù, gant ur c'hloareg bennak ?...

1949
Daveenn : SIZH p.44

[...] : kevrin ar Grouadelezh, a stummas disheñvel an den hag ar vaouez. Biskoazh, kent neuze, n'en doa merzhet e oa ar Vaouez « tra disheñvel ».

1949
Daveenn : SIZH p.56

N'eo ket gwall faro tec'hout er mod-se. A-raok sachañ hor skasoù e vefe sporteloc'h diluziañ ar c'hevrin.

2011
Daveenn : DEKMO p.83

Petra a c'hallent kavout dedennus an eil e personelezh egile ? Petore deur a c'halle bezañ boutin dezho ? Ur c'hevrin e oa evit ur bern tud.

2012
Daveenn : DJHMH p10

"Ar c'hrakaotrou Hyde-se, pa soñjer mat," a brederias, "a zle kaout kevrinoù ivez : ha kevrinoù du, mar fizian war e neuz

2012
Daveenn : DJHMH p31

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial