Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(er c'henstrolladoù strizh) 1. (dirak un av. pe un ak.) Elfenn a dalvez da sevel anvioù-verb pe anvioù-kadarn a denn d'un ober a-stroll, rannet etre meur a oberour. Kenlabour, kenstrivañ. 2. (dirak un av. pe un ak.) Elfenn a dalvez da sevel anvioù-verb pe anvioù-kadarn a denn d'al lakaat a-gevret, d'ar meskañ. Kenstroll, kendeuzad. Kemmeskañ. 3. (dirak un av., un ak. pe un ag.) Elfenn a dalvez da sevel anvioù-verb, anvioù-kadarn pe anvioù-gwan a denn d'ar perzh a gemerer en udb. Kengañv. 4. (dirak un ak. pe un ag.) Elfenn a dalvez da sevel anvioù-verb, anvioù-kadarn pe anvioù-gwan o c'heriañ un hevelebiezh a denn d'ur perzh. Kengreizek, kenvroad. Kempouez, kempred, kenstur, kenvreur. 5. (dirak un av., un ak. pe un ag.) Elfenn a dalvez da sevel anvioù-verb, anvioù-kadarn pe anvioù-gwan a denn d'un eskemm, d'un darempred etre daou du. Kenwerzh, kenemglev, kenskrivañ. EVEZH. (a) kemm. blot. darn. - "d", "g" a chom digemm e deroù an elfenn a lakaer goude "ken-" ; (b) "kem-" a implijer e-lec'h "ken-" dirak "m", "b", "p" ; (c) digemm e chom ar c'hensonennoù war-lerc'h "kem-".

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

kennerzhañ

1850
Daveenn : GON.II pg ken-nerza (Secourir. Aider).

ken

1850
Daveenn : GON.II pg ken (particule usitée en composition. Elle équivaut à la proposition latine "cum", "avec". [...] aussi comme adjectif, dans le sens de "commun", "banal", "public"), ken-garañtez, ken-berc'hen, ken-forn, ken-gañvaoui, ken-gañv, ken-gwîr, ken-lévénez, ken-ober, ken-véva, ken-vilin, ken-waller

Hag an den o tont a anaveze enni ar werc’hez dremmet-kaer en doa karet gwechall, e nevez-amzer e vuhez, an hini en doa diuzet ha taolet war he barlenn an aval a garantez, ar gefrisa en doa kengerzhet ganti dorn-ha-dorn o voustrañ strad kinviek koadoù ar vro-Wenn, hag a oa deut d’e bried wirion, d’e geneilez karantezus a-hed naouspet hañv, naouspet goañv !

1923
Daveenn : SKET p.74

En tu-hont d’ar mor Enezek, em eus gweladennet an douar-bras anvet Azia hag ar pep brasañ eus ar broioù bet staget ouzh impalaeriezh ar C’hres gant an trec’hour-meur brudet Alexandros, mab Philippos, dre e gadarnded e-unan ha hini e genvrezelourien.

1923
Daveenn : SKET p.14

Nemet, kalz a zo hag a lavar, ar gwirheñvel kentoc’h e-tu ganto, n’oa ket mibien ha gourvibien Vanos emaon o paouez envel, ez wirion, kavadennourien, kelennet ma ’z oant bet war ar binvioù hag an troioù-micherioù a greder a voe kavet ganto, kerkoulz ha war reolennoù an azeulerezh hag ar pedennoù, e-kerzh emweladennoù ha kenprezeg bet etrezo ha krouadurien a zo eus gouenn an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.58

Bep bloaz, dindan bolz c’hlas ar c’hoadoù ez tije gwelet ar re yaouankañ en o zouez o tiuz etre ar baotred yaouank kenouenn ha kenoad ganto pep a geneil.

1923
Daveenn : SKET p.68 (p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "lin. 16, e lec’h « ez tije » kentoc’h « ez pije » a zo rei[zh]oc’h").

kengarantez

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXX

kenlodeg

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXX

kenober

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXX

kenobererezh

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXX

keneskob

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXX

ken-

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXX

kenforn

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXX

kengañvaouiñ

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXX

kengañv

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXX

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial