1. V.g.
Labourat hep damant ouzh e boan, a-lazh-korf.
Evit frammañ ur benveg efedus e oa bet ret dezho kiañ. Kiañ a reont da saveteiñ o stal.
[1954] [...] rak, un tourc'h-paotr anezhi, plomañ, mediñ, troc'hañ lann, charreat, ha zoken ober kleuzioù, kiañ a rae a-lazh-korf evel ar wazed [...].
2. V.k.e.
Trl. pemdez
KIAÑ E GORF : labourat start.
Kustum a-walc'h e oan da labourat, evel just, met hep kiañ ma c'horf, en ur ganañ.
3. V.k.d.
KIAÑ OUZH UDB. : talañ ouzh an dra-se gant e holl nerzh betek dont a-benn anezhañ.
Eñ zo boas da giañ ouzh al labour. Kiañ ouzh ar boan. Kiañ ouzh ar seizh dienez.
&
Trl.
Kiañ outi : labourat start-tre.
4. V. kenem.
EN EM GIAÑ : paouez a vezañ mignon gant ub., a garet anezhañ, pe a zaremprediñ anezhañ ken, da heul ur barr imor prl.
Perak e kement a diegezhioù, ar gerent hag ar vugale n'int ket evit en em c'houzañv hag e teuont d'en em giañ?
Gounit douar a rae he fried, ha pa'z ae Mon da labourat er parkeier - rak, un tourc'h-paotr anezhi, plomañ, mediñ, troc'hañ lann, charreat, ha zoken ober kleuzioù, kiañ a rae a-lazh-korf evel ar wazed - bep gwech e veze ganti, e-pign ouzh las he zavañjer, un tammig c'hwezhigell leun-kouch a vutun, ha mogedenn a laoske adal ar beure bete serr-noz.
Gounit douar a rae he fried, ha pa'z ae Mon da labourat er parkeier - rak, un tourc'h-paotr anezhi, plommañ, mediñ, troc'hañ lann, charreat, ha zoken ober kleuzioù, kiañ a rae a lazh-korf evel ar wazed - bep gwech e veze ganti, e-pign ouzh las he zavañjer, un tammig c'hwezhigell leun-kouch a vutun, ha mogedenn a laoske a-dal ar beure bete serr-noz.