kiet
Gounit douar a rae he fried, ha pa'z ae Mon da labourat er parkeier - rak, un tourc'h-paotr anezhi, plomañ, mediñ, troc'hañ lann, charreat, ha zoken ober kleuzioù, kiañ a rae a-lazh-korf evel ar wazed - bep gwech e veze ganti, e-pign ouzh las he zavañjer, un tammig c'hwezhigell leun-kouch a vutun, ha mogedenn a laoske adal ar beure bete serr-noz.
E-keit ma veze pep martolod e-dro dimp o kiañ gant e dachad, n'o deveze ket ar sonerien nemeur a dra d'ober ; diouzh ar beure pleustriñ war ar binvioù e-pad un eur pe ziv, diouzh ma troe e penn ar rener, ha goude, seniñ keit ha ma veze an admiral gant e verenn, ha setu echu an devezh labour.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kianur