1. Den zo e vicher lazhañ ha dispenn loened evit o c'hig.
2. Ent strizh
Den a werzh kig ent kriz.
HS. boser.
3. Dre skeud.
Den garv ; den a blij dezhañ lazhañ tud.
4. Trl. skeud.
Bezañ sioul evel un oan o vont gant ar c'higer : bezañ sioul-meurbet.
&
Kaout un teod kiger : lavaret droug diwar-benn an dud.
&
Trl., dre fent
Prenañ stripoù digant chas ar gigerien : prenañ udb. a eil dorn.
Référence :
LVBCA
p114, 158 (bouchier ou bouchere)
kiger
quiguer
1659
Référence :
LDJM.1
pg boucher
kigerez
qyguerès
1732
Référence :
GReg
pg bouchere (celle qui vend la chair)
kigerezed
qygueresed
1732
Référence :
GReg
pg bouchere (celle qui vend la chair)
kiger
qyguer
1732
Référence :
GReg
boucher (celui qui vend de la chair de beuf, de veau & taillée en pieces)
kigerien
qygueryen
1732
Référence :
GReg
boucher (celui qui vend de la chair de beuf, de veau & taillée en pieces)
Didruez eo evel ur c'higer.
Didruez eo ével eur c'higer.
1850
Référence :
GON.II
pg didruez (Il est impitoyable comme un boucher).
kit da glask un tamm leue da di ar c'higer
id da glask eunn tamm leûé da dî da ar c'higer
1850
Référence :
GON.II
pg kiger
kigerezed
kigérezed
1850
Référence :
GON.II
pg kigérez (Bouchère, celle qui vend de la viande. Pl.)
kiger
1850
Référence :
GON.II
pg kiger (Boucher, celui qui tue les bêtes ou qui en vend la chair).
kigerez
kigérez
1850
Référence :
GON.II
pg kigérez (Bouchère, celle qui vend de la viande).
kigerien
1850
Référence :
GON.II
pg kiger (Boucher, celui qui tue les bêtes ou qui en vend la chair. Pl.)
Lart eo evel ur gigerez.
Lard eo ével eur gigérez.
1850
Référence :
GON.II
pg kigérez (Elle est grasse comme une bouchère).
— « Gwir eo a lavarer, / Krisoc'h evidon-me, krisoc'h ned eus kiger ».
— « Gwir eo a lavarer, / » Krisoc'h evid-oun-me, krisoc'h ne deuz kiger.
1867
Référence :
MGK
p82
E-touez kig chatal all, ur marmouz ormider / A oa stag oc'h ar groug, dirak stal ur c'higer. Un den, o vont, a c'houlennas / Pe mat[,] pe fall e oa e vlaz.
E-touez kik chatal-all, eur marmouz ormider / A voa stag oc'h ar grouk, dirak stal eur c'higer. Eunn den, o vont, a c'houlennaz / Pe mad pe fall e voa he vlaz.
1867
Référence :
MGK
p76
Komz ar c'higer ve mat, lakaet etre daou : / Evit darn ez eo gwir, evit darn ez eo gaou, / Rak alies e weler pennoù zo kaer-meurbet / War gouzougoù tud zo ar re fallañ er bed ; / E lec'h ez eus re all, divalo hag iskis, / Hag a zo o ene kaer evel heol an deiz.
Komz ar c'higer ve mad, lakeet etre daou : / Evit darn ez eo gwir, evit darn ez eo gaou, / Rak aliez e weler pennou zo kaer meurbed / War gouzougou tud zo ar re falla er bed ; / E leac'h ez euz re all, divalo hag iskiz, / Hag a zo ho ene kaer evel heol ann deiz.
1867
Référence :
MGK
p77
Kaout a rae dezho n’o doa nemet kregiñ ennañ hag her c’has ganto, evel ma kas ar c’higer an dañvad d’ar gigerezh.
Kaout a rea d’ezho n’o doa nemed kregi ennhan hag her c’has gantho, evel ma kas ar c’higer an danvad d’ar gigerez.
1877
Référence :
EKG.I.
p.243
Evel-hen e oant leshanvet : An aotrou Hermit, Lukaz al Louzaouer, pe ar medisin, evel a leverer bremañ ; An aotrou Malledant, ar Miliner ; An aotrou Yann, ar Skrivagner ; An aotrou Jegou, ar C’higer ; An aotrou Korr, Fañchon.
Evelhen oant leshanvet : An Aoutrou Hermit, Lukaz al Louzaouer, pe ar medisin, evel a leverer breman ; An Aoutrou Malledant, ar Miliner ; An Aoutrou Iann, ar Skrivagner ; An Aoutrou Jegou, ar C’higer ; An Aoutrou Corr, Fanchounn.
1877
Référence :
EKG.I.
p.89
— Ya, ya, rak ma n’her lakeomp ket d’ar marv, eñ hor lakaio-ni, ni hag hon tud, rak n’eus ket da gontañ war wellaat ennañ ; alies a-walc’h eo bet kenteliet, ha gwelloc’h eo bezañ kiger eget bezañ leue.
— Ia, ia, rak ma n’her lakeomp ket d’ar maro, hen hor lakaio-ni, ni hag hon tud, rak n’euz ket da gounta var vellaat ennhan ; alies avoualac’h eo bet kentelliet, ha guelloc’h eo beza kiger eget beza leue.
1877
Référence :
EKG.I.
p.109
Mes an holl en em savas adarre en o enep, evel en amzer gozh, ha, dreist ar re all, ar gigerien ne felle ket dezho, nag a-bell nag a-dost, e c’hoarvezje an disterañ enkrez gant o ferson.
Mez an oll a en em zavaz adarre en ho enep, evel enn amzer goz, ha, dreist ar re-all, ar gigerien ne felle ket d’ezho, nag a bell nag a dost, e c’hoarvesche an disterra enkrez gand ho fersoun.
1877
Référence :
EKG.I.
p.156
pilgos ar c'higer
pilgoz ar c'higer
1899
Référence :
AML
p.8 (le billot du boucher)
chatal kiger
chatal-kiger
1931
Référence :
VALL
pg bête (de boucherie)
kigerien
1931
Référence :
VALL
pg boucher
kigerezed
1931
Référence :
VALL
pg bouchère
kigerez
1931
Référence :
VALL
pg bouchère
kiger
1931
Référence :
VALL
pg boucher
Bremañ emañ amzer ar moto, an oto, ar vilo, ar c’harr-nij, ar marc’h-du, ar marc’h-dre-dan. Evit ar marc’h pevarzroadek, ’m eus aon ne vo mui kavet implij dezhañ bremaik nag ouzh karr nag ouzh alar ; implij e ti ar c’higer, ne lavaran ket.
Bremañ emañ amzer ar moto, an oto, ar vilo, ar c’harr-nij, ar marc’h-du, ar marc’h-dre-dan. Evit ar marc’h pevarzroadek, ’m eus aon ne vo mui kavet implij dezhañ bremaik nag ouzh karr nag ouzh alar ; implij e ti er c’higer, ne lavaran ket.
1944
Référence :
ATST
p.9
Klevet e veze ur vlejadeg spontus adalek kreisteiz betek an enderv, ha leoù-touet ar gigerien, ha mallozhioù an doucherien, holl mesk-ha-mesk ; an ostalerioù a veze leun a lonkerien ; dibaot neb a yae d'ar marc'had neuze hep dont mezv-dall d'ar gêr.
Klevet e veze eur vlejadeg spontus adalek kreizteiz betek an enderv, ha leoutouet ar gigerien, ha malloziou an doucherien, holl mesk-ha-mesk ; an ostaleriou a veze leun a lonkerien ; dibaot nep a yae d'ar marc'had neuze hep dont mezo-dall d'ar gêr.
1944
Référence :
EURW.1
p28
Goude-se, ur gigerez, intañvez, o chom war ar Mail, a oa deuet da vezañ "pried" dezhañ.
Goude-se, eur gigerez, intañvez, o chom war ar Mail, a oa deuet da veza "pried" d'ezañ.
1944
Référence :
EURW.1
p.149
Perak 'ta e oa deut an tamm kigerez-se da ober din ar seurt goulenn ?