1. [1850] Pep hini eus an tammoù koad hir ha kranennek a ranker diskar a bell pe belloc'h gant ur voul bannet outo.
C'hoari ar c'hilhoù. Boul ar c'hilhoù, ar voul gilhoù.
&
Kilhoù kozh : c'hoari henvoazel e Leon gant nav c'hilh.
2. Trl. pemdez
Difenn e gilhoù : difenn e draoù.
3. Dre skeud., pemdez (en e furm lies)
[1850, 1950] Divesker.
[1950] Pêr a zo savet e gilhoù d’an nec’h e benn en traoñ, hag eñ war an hent da veg ar siminal.
Tennañ e gilhoù : tec'hel kuit.
HS. karavell, kilhor.
Référence :
GReg
pg bequille (bâton en forme de potence)
kilh
kîl
1850
Référence :
GON.II
pg kîl (Quille, morceau de bois arrondi et plus menu par le haut que par le bas, servant au jeu de quilles. Et, par imitation, le gros os de la jambe).
kilhoù
kîlou
1850
Référence :
GON.II
pg kîl (Quille, morceau de bois arrondi et plus menu par le haut que par le bas, servant au jeu de quilles. Et, par imitation, le gros os de la jambe. Pl.)
C'hoari ar c'hilhou : Nav gilhenn goad begoù moan, savet teir-ha-teir, hag ur voul dev a veze stlapet warno, diouzh ar pal, evit o diskar.
C'hoari ar c'hilhou. Nao gilhenn goad begou moan, savet teir ha teir, hag eur voul deo a veze stlapet warno, diouz ar pal, evit o diskar.
1944
Référence :
EURW.1
p23
Ar gounezer a oa an hini a ziskare ar muiañ a gilhoù gant un taol boul.
Ar gounezer a oa an hini a ziskare ar muia a guilhou [sic, gilhou] gant eun taol boul.
1944
Référence :
EURW.1
p23
Ur c'hi o kouezhout e-kreiz ur c'hoari kilhoù, setu penaos e oa ma stad e-touez ar baotred-se, n'o doa damskeud ebet eus o Bro Vreizh, n'o doa nemet disprizañs evit ar « beizanted », hag a gave dezho e oant speredoù « digabestret » abalamour ma oant en tu « ar gouarnamant ».
Eur c'hi o kouezout e-kreiz eur c'hoari-kilhou, setu penaos e oa ma stad e-touez ar baotred-se, n'o doa damskeud ebet eus o Bro Vreiz, n'o doa nemet disprizañs evit ar « beizanted », hag a gave d'ezo e oant speredou « digabestret » abalamour ma oant en tu « ar gouarnamant ».
1944
Référence :
EURW.1
p83
Bleñchoù ha skolpoù dindan ar pod, ur geuneudenn bennak ivez : ha gant an direnn hag an tont e c’hwezh an tan. Ken… poudoudoum ! Pêr a zo savet e gilhoù d’an nec’h e benn en traoñ, hag eñ war an hent da veg ar siminal. Betek pelec’h ez ay ? Ne oar den.
Bleñchou ha skolpou dindan ar pod, eur geuneudenn bennak ivez : ha gant an direnn hag an tont e c’houez an tan. Ken… poudoudoum ! Per a zo savet e gilhou d’an nec’h e benn en traon, hag heñ war an hent da veg ar siminal. Betek pelec’h ez ay ? Ne oar den.