Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1850] Pep hini eus an tammoù koad hir ha kranennek a ranker diskar a bell pe belloc'h gant ur voul bannet outo. C'hoari ar c'hilhoù. Boul ar c'hilhoù, ar voul gilhoù. & Kilhoù kozh : c'hoari henvoazel e Leon gant nav c'hilh. 2. Trl. pemdez Difenn e gilhoù : difenn e draoù. 3. Dre skeud., pemdez (en e furm lies) [1850, 1950] Divesker. [1950] Pêr a zo savet e gilhoù d’an nec’h e benn en traoñ, hag eñ war an hent da veg ar siminal. Tennañ e gilhoù : tec'hel kuit. HS. karavell, kilhor.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

kilh

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

bazh kilhoù

1732
Daveenn : GReg pg bequille (bâton en forme de potence)

kilh

1850
Daveenn : GON.II pg kîl (Quille, morceau de bois arrondi et plus menu par le haut que par le bas, servant au jeu de quilles. Et, par imitation, le gros os de la jambe).

kilhoù

1850
Daveenn : GON.II pg kîl (Quille, morceau de bois arrondi et plus menu par le haut que par le bas, servant au jeu de quilles. Et, par imitation, le gros os de la jambe. Pl.)

C'hoari ar c'hilhou : Nav gilhenn goad begoù moan, savet teir-ha-teir, hag ur voul dev a veze stlapet warno, diouzh ar pal, evit o diskar.

1944
Daveenn : EURW.1 p23

Ar gounezer a oa an hini a ziskare ar muiañ a gilhoù gant un taol boul.

1944
Daveenn : EURW.1 p23

Ur c'hi o kouezhout e-kreiz ur c'hoari kilhoù, setu penaos e oa ma stad e-touez ar baotred-se, n'o doa damskeud ebet eus o Bro Vreizh, n'o doa nemet disprizañs evit ar « beizanted », hag a gave dezho e oant speredoù « digabestret » abalamour ma oant en tu « ar gouarnamant ».

1944
Daveenn : EURW.1 p83

Bleñchoù ha skolpoù dindan ar pod, ur geuneudenn bennak ivez : ha gant an direnn hag an tont e c’hwezh an tan. Ken… poudoudoum ! Pêr a zo savet e gilhoù d’an nec’h e benn en traoñ, hag eñ war an hent da veg ar siminal. Betek pelec’h ez ay ? Ne oar den.

1950
Daveenn : KBSA p.68

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial