Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. fetis 1. [1850, 1909] Lakaat ur c'helc'h tro-dro d'udb. a-benn e zelc'her. Un toneller o kilhañ ur varrikenn. 2. Gronnañ. Kilhet e voe ar c'harr gant soudarded. Ar Saozon a gilhas Roazhon. HS. kelc'hiañ. 3. Ent strizh. (db. an danvez priedoù) [1931] Prenañ o gwalenn eured. B. Difetis 1. Lakaat dindan gazel-ge. HS. kelc'hiañ, strobinellañ. 2. Ent strizh. [1985] Reiñ ur braoued hud da ub. da evañ evit e douellañ. Kilhet eo bet ar paotr gant al liboudenn-se. [1985] Er marvailhoù bugale e konter a-wechoù e vez bet kilhet unan bennak, hag e tihun hemañ seizh vloaz goude. II. V.em. En em gilhañ : en em vodañ e stumm ur c'helc'h tro-dro d'ub., d'udb. Ar bobl en em gilhas tro-dro d'ar c'horf. HS. kelc'hiañ.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

kilhañ

1850
Daveenn : GON.II pg kilia

kilhañ

1850
Daveenn : GON.II pg kelc'hia (Cercler, mettre des cercles ou des cerceaux. Cerner. Entourer. Enceindre. Envelopper. Bloquer), pg kilia (Le même [sens] que "kelc'hia").

kilhañ

1850
Daveenn : GON.II pg kilia

kilhañ

1909
Daveenn : BROU p. 212 (cercler)

kilhañ war

1931
Daveenn : VALL pg (mettre le) blocus

kilhañ

1931
Daveenn : VALL pg (acheter les) alliance(s, en parlant des fiancés), bague, bloquer (une ville)

kilhañ an douar-bras

1931
Daveenn : VALL pg blocus (continental)

Er marvailhoù bugale e konter a-wechoù e vez bet kiliet unan bennak, hag e tihun hemañ seizh vloaz goude, met peadra a oa d'en em c'houlenn hag-eñ ne oa ket chomet hor bagad tud en e bezh da gousket e-pad div nozvezh hag un devezh diouzh renk.

1985
Daveenn : DGBD p39

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial