1. H.g.
Hollad ar c'hinkloù zo gant ub., udb., a-benn bezañ bravoc'h da welet.
Koantik-tre eo ar feunteun, daoust dezhi bezañ hep kinklerezh. Kaout dilhad brav hag a bep seurt kinklerezh.
2. G.
Traezenn a dalvez d'en em lakaat brav da welet, pe da lakaat udb. brav da welet.
Ar c'hinklerezhioù hag ar boukloù a lakaer peurvuiañ ouzh gouzoug ar c'hañvaled. Binvioù, armoù ha kinklerezhioù evit an doueed.
Ar gentañ, en he brud a oa sonn he c'hribell ; / An eil, aval krinet, etre poazh ha pezhell, Gant liv ha kinklerezh a guzhe ar frailhoù / A skarnile dezhi he zal hag he jodoù.
Ar genta, enn he brud a voa sounn he c'hribell ; / Ann eil, aval krinet, etre poaz ha pezel, Gant liou ha kinklerez a guze ar fraillou / A skarnile d'ezhi he zal hag he chotou.