Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. H.g. Hollad ar c'hinkloù zo gant ub., udb., a-benn bezañ bravoc'h da welet. Koantik-tre eo ar feunteun, daoust dezhi bezañ hep kinklerezh. Kaout dilhad brav hag a bep seurt kinklerezh. 2. G. Traezenn a dalvez d'en em lakaat brav da welet, pe da lakaat udb. brav da welet. Ar c'hinklerezhioù hag ar boukloù a lakaer peurvuiañ ouzh gouzoug ar c'hañvaled. Binvioù, armoù ha kinklerezhioù evit an doueed.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

kinklerezhoù

1732
Daveenn : GReg pg affiquets

kinklerezh

1732
Daveenn : GReg pg affiquets, agencement

kinklerezhoù

1850
Daveenn : GON.II pg kiñklérez (Parure. Ornement. Ajustement. Embellissement).

kinklerezh

1850
Daveenn : GON.II pg kiñklérez (Parure. Ornement. Ajustement. Embellissement), piñférez

Ar gentañ, en he brud a oa sonn he c'hribell ; / An eil, aval krinet, etre poazh ha pezhell, Gant liv ha kinklerezh a guzhe ar frailhoù / A skarnile dezhi he zal hag he jodoù.

1867
Daveenn : MGK p63

kinklerezhioù

1931
Daveenn : VALL pg affiquets, ajustement

kinklerezh

1931
Daveenn : VALL pg ajustement (parure), atour, attifement

Notennoù studi

Al liester kinklerezhioù (kiñklérezou, 1850) a gemer peurliesañ un dalvoudegezh dismegus, da lavaret eo "bet kinklet evit re".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial