Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. V.k.e. Kempenn udb. e doare ma vo bravoc'h da welet. Ar merc'hed yaouank a ginkle al leurenn gant rodoù bleuñv ha garlantezioù. Ur gouel a oa ha kinklet e oa bet an ti-dañs. HS. fichañ, afesoniñ. 2. V. em. EN EM GINKLAÑ : en em lakaat brav da welet. Evit en em ginklañ ne zeu ket a-benn da guzhat ar frailhoù a skarnil he c'hroc'hen.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

quenila [evit kenklañ]

1659
Daveenn : LDJM.1 pg atifer

kinklañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg adiancer

kinklet

1732
Daveenn : GReg pg agencer, attiffer

kinklañ

1732
Daveenn : GReg pg agencer, attiffer (parer la tête des femmes)

kinklañ

1850
Daveenn : GON.II pg kiñkla (Parer. Embellir. Orner. Ajuster), ficha, piñfa

kinklet

1850
Daveenn : GON.II pg kiñkla (Parer. Embellir. Orner. Ajuster. Part.)

Evit en em ginklañ, ne c'hell ket dont a-benn / Da guzhet ar frailhoù a skarnil he c'hroc'hen, / A zo roudennet don gant ivin an amzer, / A gar krabanata pep tra ha merc'hed kaer.

1867
Daveenn : MGK p57

Leun-sked edo evel ur verc’h d’an Heol dindan aourennad tev he blev, dindan an dro-c’houzoug a ginkle he c’herc’henn, ar c’helc’hiennoù emweet en-dro d’he divrec’h ha d’he daou strizh-gar, ar gouriz ledan kizellet a starde he dargreiz.

1923
Daveenn : SKET p.74

Ar seizh plac’h yaouank a ginkle gant rodoù bleuñv ha garlantez ar grugell-gañv.

1923
Daveenn : SKET p.121

Ar roudennoù kaeraet gant kenlinennoù ha troellennoù o kinklañ ar vrozh a zo bet unan eus doaeroù-kinklerezh an ornadurezh keltiek.

1924
Daveenn : SKET.II p.54-55, Notenn 7

kinklañ

1931
Daveenn : VALL pg agrémenter, apprêter, attifer

Moarvat koulskoude e oa bet prientet pell en a-raok, hag e oa bet zoken sunet gwrizioù an Iboga, kaset keloù d'ar c'he[ê]riadennoù a dro-war-dro, ha kinklet an ti-dañs.

1985
Daveenn : DGBD p74

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial