Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. Oberiadur kinklañ. Kinkladur ar c'hoariva zo bet brasañ preder renerien c'hoarivaoù Europa. II. G. (en e furm lies) Dafar a dalvez da ginklañ udb. Pegement a boan a gemeras hor c'heneil evit tresañ ha livañ kinkladurioù ha gwiskamantoù ar pezhioù-c'hoari brezhonek !

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Livet e veze ar skoedoù prenn, pe gaeraet a ginkladurioù metal : kelc’hioù kengreizek, arouezioù (kroazioù, hevoudoù), skeudennadurioù miled (moc’h-gouez, garaned hag all).

1923
Daveenn : SKET p.78

Diwiskañ buan o gourizioù aour, o skerboù lin hag o holl kinkladurioù a rejont, hag o lakaat en ul lienenn ma skoulmjont warno ar pevar c’horn anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.108

kinkladurioù-korf

1923
Daveenn : SKET p.165, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Ornements corporels".

E-pad ar gentañ, eus 900 da 700, ne gaver er bezioù nemet un arrebeuri paour o tiskouez bezañs ur renkad vrezelourien a veve dilorc’h hep prizout nemeur ar c’hinkladurioù-korf nag an traezoù pompadus.

1923
Daveenn : SKET p.147 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

kinkladur

1931
Daveenn : VALL pg ajustement (parure), apprêt (ornement)

Met an tresadoù, ar c'hinkladur hag ar munudoù maenvenerezh a zo da vezañ klasket ar patromoù anezho en tu all da Vor Breizh, e mervent Breizh-Veur.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 12

Gant chanter Kemper e voe diazezet don er vro ar c'hinkladurioù gotek flammheñvel hag a voe hirbadus o ren e Breizh-Izel - diouzh ar stil-se e vo savet c'hoazh kloc'hdi chapel Santez Anna e Fouenant e 1685, pa oa nevez echuet Trepas ar melezourioù e Versailles !

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 17

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial