E-kreiz al leur-zi, el lec’h m’oa kleuzet gant an dud o vont hag o tont eus an eil penn d’egile d’an ti e oa boutailhoù o neuñv en ur poullad gwin ; paotred ar Republik, goude bezañ karget o c’hof ha sammet ganto kement a c’hellent da zougen, o doa diskarget ar boutailhoù leun ha didalet ar varrikenn evit miret n’en divije den banne war o lerc’h.
Krouadur illur Kênos eo a zeskas Morimanos, Katumanos, Togodumnos, Anavogenos, Selgova, Selvanos, Veriugodumnos, Tigernomagalos hag an daou vab anezhañ, da gleuzañ bigi ha mordeiñ, frammañ tiez, kilviziañ kirri, damesaat loened gouez, plediñ war-dro chatal, diorren gwenan, stummañ ruskennoù, oberiañ binvioù sonerezh, klavioù-emgann, klavioù-hemolc’h, arouezintioù-brezel ha skoedoù, teuziñ ha labourat aour, kouevr hag arem.
Bez' e lavared ne veze ket a grignerezh dindan ar mor, en enep d'ar pezh a c'hoarvez war an douar : e-tal an aodoù e veze gouest marteze ar froudoù-mor da gleuzañ ; en tu-hont da gant metr donder, avat, ne vije ket evit kas da benn ur seurt labour.
A-wechoù all, d'an hañv, ez aen gant Jozeb ma breur-mager, gant Fransoù Boudehen, gant Batist Chaovel, mab ar sakrist, gant Fransoù 'n Ansien ha gant Jañ Koulouarn, da c'haloupat betek Kenekamm ; plijadur hor boa oc'h antreal en ur c'haran a oa kleuzet eno dindan an dosenn hag a veze kontet traoù burzhudus diwar he fenn.
A-zioc'h ar gompezennad-se, heñvel a-walc'h ouzh kabelloù-touseg divent, melladoù kerreg kleuzet ha dispennet.
Mots précédents
Mots suivants
kleuzded