Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. [1732, 1943, 1985] Ober un toull e-barzh udb. Kleuzañ ur wezenn. Kleuzañ an douar. Kleuzañ botoù-koad. & Ent krenn. Kleuzañ gant ur bigell. & Trl., dre skeud. Kleuzañ gwer : evañ banneoù. Tremen a reont o amzer o kleuzañ gwer. 2. Kempenn ul lec'h evit udb. dre doullañ. Kleuzañ ur bez. Kleuzañ ur foz. 3. DISPRED. Dre eilpenn. [1659] Stouvañ. II. v.g. Dont da vezañ kleuz. Dont a reas e zivjod da gleuzañ. HS. toullañ.

Skouerioù istorel : 
25
Kuzhat roll ar skouerioù

kleuzañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg creuser

kleuziat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg boucher, (faire vn) fossé

kreuzañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cauer, creuser

kleuzet

1732
Daveenn : GReg pg creuser (percer, foüir, faire profond), creuser (des écuelles, des jattes &c.)

kleuzañ a nebeut-e-nebeut

1732
Daveenn : GReg pg caver (creuser petit à petit)

kleuzet a nebeut-ha-nebeut

1732
Daveenn : GReg pg caver (creuser petit à petit)

Ar beradoù dour a zeu a-benn da gleuzañ a nebeut-e-nebeut ar vein ar re galetañ.

1732
Daveenn : GReg pg caver (les gouttes d'eau cavent insensiblement la pierre la plus dure)

kleuzañ

1732
Daveenn : GReg pg creuser (percer, foüir, faire profond), creuser (des écuelles, des jattes &c.)

kleuzañ

1850
Daveenn : GON.II pg kleûsia, kleûza (Creuser. Fouir. Faire une clôture, une enceinte de terrre, autour d'un champ. Fossoyer).

Mont a ran da gleuziañ.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kleûza (Je vais fossoyer).

kleuzañ

1850
Daveenn : GON.II pg klaza

kleuziañ

1850
Daveenn : GON.II pg kleûsia (Creuser. Fouir. Faire une clôture, une enceinte de terrre, autour d'un champ. Fossoyer).

kleuzet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kleûza (Creuser. Fouir. Faire une clôture, une enceinte de terrre, autour d'un champ. Fossoyer. Part.)

Kleuzit an tamm koad-mañ.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kleûza (Creusez ce morceau de bois).

En em lakaat a rejont gant ar re all da gleuzañ bezioù ; ha pa voe achu al labour glac’harus-se, pep hini, an daeloù en e zaoulagad, a zistroas d’e gêr, hep lavaret ger ebet an eil ouc’h egile ; re garget a c’hlac’har oa ar c’halonoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.48

E-kreiz al leur-zi, el lec’h m’oa kleuzet gant an dud o vont hag o tont eus an eil penn d’egile d’an ti e oa boutailhoù o neuñv en ur poullad gwin ; paotred ar Republik, goude bezañ karget o c’hof ha sammet ganto kement a c’hellent da zougen, o doa diskarget ar boutailhoù leun ha didalet ar varrikenn evit miret n’en divije den banne war o lerc’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.43

kleuzañ

1909
Daveenn : BROU P. 214

Eno, hon eus kleuzet poull e vez ha krugellet ar mein warnañ, nepell diouzh raosklegoù an aven a vez graet anezhi Tigris gant ar C’hresianed.

1923
Daveenn : SKET p.19

Er glasvezennoù digenvez e krozas al lammdourioù hag e stagas dre-holl an doureier-red gant o labour rimiañ ha toullañ ar c’haletañ rec’hier, ruilhañ traezh, pri ha bili, kleuzañ traoniennoù, adstummañ dremm an douar.

1923
Daveenn : SKET p.29

Krouadur illur Kênos eo a zeskas Morimanos, Katumanos, Togodumnos, Anavogenos, Selgova, Selvanos, Veriugodumnos, Tigernomagalos hag an daou vab anezhañ, da gleuzañ bigi ha mordeiñ, frammañ tiez, kilviziañ kirri, damesaat loened gouez, plediñ war-dro chatal, diorren gwenan, stummañ ruskennoù, oberiañ binvioù sonerezh, klavioù-emgann, klavioù-hemolc’h, arouezintioù-brezel ha skoedoù, teuziñ ha labourat aour, kouevr hag arem.

1923
Daveenn : SKET p.58

Evit ar barner ar wialenn a oa e lezenn e-keñver ar baotred, ha na Bilzig nag e binijenn n’o devoa war [d]aolenn e eñvor kleuzet o arroudenn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Er goañv e kleuzont toulloù en douar pe e-kreiz an teil hag e c’hourvezont e-barzh d’en em virout diouzh an anoued (2).

1924
Daveenn : SKET.II p.66

Bez' e lavared ne veze ket a grignerezh dindan ar mor, en enep d'ar pezh a c'hoarvez war an douar : e-tal an aodoù e veze gouest marteze ar froudoù-mor da gleuzañ ; en tu-hont da gant metr donder, avat, ne vije ket evit kas da benn ur seurt labour.

1943
Daveenn : TNKN p11

A-wechoù all, d'an hañv, ez aen gant Jozeb ma breur-mager, gant Fransoù Boudehen, gant Batist Chaovel, mab ar sakrist, gant Fransoù 'n Ansien ha gant Jañ Koulouarn, da c'haloupat betek Kenekamm ; plijadur hor boa oc'h antreal en ur c'haran a oa kleuzet eno dindan an dosenn hag a veze kontet traoù burzhudus diwar he fenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p17

A-zioc'h ar gompezennad-se, heñvel a-walc'h ouzh kabelloù-touseg divent, melladoù kerreg kleuzet ha dispennet.

1985
Daveenn : DGBD p129

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial