Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

Tour un iliz m'emañ ar c'hleier. Kloc'hdi an iliz. HS. tour.

Exemples historiques : 
9
Masquer la liste des exemples

Sede va c'hloc'hdi dantelezhek-uhel ha meurdezus gant e gleier arem o teurel e skeud ramzel war an ti bihan e-lec'h ma'z on ganet

1929
Référence : SVBV p.17

Goanag am boa, an dra-se a zo gwir, d'adgwelout-hi ha d'adgwelout ivez va c'hloc'hdi uhel, kinviek ha dantelezek, ha d'adklevout mouezhioù lirzhin ar c'hleier benniget a sonas da lidañ va badiziant ha va fask kentañ.

1929
Référence : SVBV p.13

kloc'hdi kêr

1931
Référence : VALL pg beffroi

kloc'hdioù kêr

1931
Référence : VALL pg beffroi

Kloc'hdi Breizh, an Oriant .. .. .. 1899-1904

1944
Référence : EURW.1 p2

An hini gentañ, da lavarout an hini a-ziavaez, e veze graet diouti kêr an Dartared ; an eil, moarvat dre ma veze cheket ar vein anezhi gant raz, a voe hanvet ar Gêr Wenn, hag an deirvet, an hini a-ziabarzh, kalon ha kreiz kêr, ar voger anezhi o brikennoù a-liv gant ar gwad, a oa ar C’hremlin ma weled ennañ palez ar Tsared ha stok-ha-stok outañ an « Terem » (1), ar pennilizoù kaerañ hag ivez ur pezh pikol kloc’hdi, Ivan Veliki (Yann Vras) gant e gloc’h-boud arc’hant, ken anavezet dre ar vro a-bezh ha ma ’z eo Big Ben e Londrez.

1955
Référence : VBRU p.51-52

A-benn ar fin, ha moarvat gant kalz diegi en devoa Aleksandr III, Impalaer holl-c’halloudek [hollc'halloudek] ha war an dro Pab kristenien ar « Wir Feiz », aotreet ar C’hallaoued annezet e Moskov da sevel un iliz pe gentoc’h ur chapel stok ouzh o skol e kêrbenn gwechall, met gant an diviz strizh ne vije eno na kloc’hdi na kleier.

1955
Référence : VBRU p.55

Ha war tachenn an eskopti evel-just, eus ar C'hab d'ar Poc'her eo holl an tourioù iliz (ha n'eo ket ar c'hloc'hdioù frammet skañv diouzh doare hini Sant Fiakr er Faoued) a ziskenno war-eeun diouzh re talbenn Kemper.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 18

Gant chanter Kemper e voe diazezet don er vro ar c'hinkladurioù gotek flammheñvel hag a voe hirbadus o ren e Breizh-Izel - diouzh ar stil-se e vo savet c'hoazh kloc'hdi chapel Santez Anna e Fouenant e 1685, pa oa nevez echuet Trepas ar melezourioù e Versailles !

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 17

L'Office public de la langue bretonne