I.
(db. an traoù)
A.
1. Bouloùigoù aer pe c'haz a grou en ul liñvenn, en un danvezenn zo o teuziñ pe n'eo ket kaledet c'hoazh.
Ar c'heuz-mañ zo kalz a glogor ennañ. Klogor zo er pezh gwer-mañ.
2. Koc'hennadoù aer, heñvel ouzh hanter bouloùigoù, a grou war-c'horre an dour pa gouezh takennoù glav warnañ.
Klogor a ra ar glav war al lenn.
B. Rannyezh.
1. Keler.
Aet int d'ar c'hoad da glask klogor.
2. Dre heveleb.
Avaloù-douar chomet bihan.
Gant ar sec'hor ne vo nemet klogor er bloaz-mañ.
II.
(db. an dud)
1. Takadoù kroc'hen, c'hwezet dre berzh liñvennoù organek a boullad dindano, a grou dh. pa vez losket ar c'hroc'hen pe pa vez rimiet re.
2. Termen a dalvez da aroueziñ al labour kalet.
Gant poan, klogor hag amzer eo deuet a-benn da gempenn an ti kozh-se.