Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an traoù) A. 1. Bouloùigoù aer pe c'haz a grou en ul liñvenn, en un danvezenn zo o teuziñ pe n'eo ket kaledet c'hoazh. Ar c'heuz-mañ zo kalz a glogor ennañ. Klogor zo er pezh gwer-mañ. 2. Koc'hennadoù aer, heñvel ouzh hanter bouloùigoù, a grou war-c'horre an dour pa gouezh takennoù glav warnañ. Klogor a ra ar glav war al lenn. B. Rannyezh. 1. Keler. Aet int d'ar c'hoad da glask klogor. 2. Dre heveleb. Avaloù-douar chomet bihan. Gant ar sec'hor ne vo nemet klogor er bloaz-mañ. II. (db. an dud) 1. Takadoù kroc'hen, c'hwezet dre berzh liñvennoù organek a boullad dindano, a grou dh. pa vez losket ar c'hroc'hen pe pa vez rimiet re. 2. Termen a dalvez da aroueziñ al labour kalet. Gant poan, klogor hag amzer eo deuet a-benn da gempenn an ti kozh-se.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial