Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. Doar./Stn. A. (db. an traoù) 1. Na vank netra dezhañ, zo ennañ an holl elfennoù anezhañ. Un dastumadenn gazetennoù klok. Un iliz klok : echu ar savidigezh anezhi. Ur pred ne vez ket klok ha kempenn ma ne vez ket kanet etre ar meuzioù ! ES. diglok. 2. Leun-rik. Bezañ daouzek vloaz klok. Tregont vloaz klok en deus. Dek eur klok eo. Ur miz klok. 3. A zere mat, a glot mat. Ur chupenn glok. Klok eo ho sae. & Ar c'hlokañ (evit ob er udb.) : ar pezh a zere ar gwellañ. Dibab a raemp an hini a seblante dimp bezan ar c'hlokañ. 4. Hep disoñjal netra. Ober a reas un danevell glok eus an darvoudoù. B. 1. (db. an dud) Na vank netra dezhañ, na c'hall ket bezañ gwelloc'h e stad. D'ar mare-se e oa klokoc'h ar gouerien eget ar vartoloded. 2. Bezañ klokoc'h : dereout gwelloc'h. Dre an nor eo klokoc'h mont e-barzh eget dre ar prenestr. II. Adv. A. 1. Penn-da-benn. Deuet eo an traoù klok ganit. [1949] Ac'hano ez arvested en he fezh kompezenn divent Miranda, gronnet klok en dremmwel [...]. & Trl. Lakaat udb. klok : echuiñ ober war e dro. 2. En un doare brav, hep kaout ezhomm a netra ouzhpenn. Azezet omp klok. 3. Dre skeud. Brav, plaen, hep kudenn. Ned a ket klok an traoù e tiez zo. B. G. pouez. 1. Tre. Antronoz vintin en em gave pare-klok. Pa vin deuet yac'h-klok adarre. Ur sac'h leun-klok. An daou zen-se zo disheñvel-klok. 2. Gwisket-klok : gwisket-brav. N'eus den gwisket klokoc'h egedoc'h-c'hwi. C. En un doare brav, hep kaout ezhomm a netra ouzhpenn. Amañ emañ klok en e di nevez. Kuzhomp prim ha manomp klok ha sioul. DHS. cheuc'h, faro.

Exemples historiques : 
30
Masquer la liste des exemples

un iliz klok

1732
Référence : GReg pg accompli

klok

1732
Référence : GReg pg accompli, bien (ad. comme il faut, de la bonne maniere)

klokañ

1732
Référence : GReg pg accompli

klokañ

1732
Référence : GReg pg accompli

klokoc'h

1732
Référence : GReg pg accompli

klok

1850
Référence : GON.II pg klôk (Tout. Entier. Parfait. Accompli. - Excellent. [...] s'emploie aussi adverbialement dans le sens de totalement, entièrement, parfaitement), pg diglôk.

Klok eo ho sae.

1850
Référence : GON.II.HV pg klôk (Votre habit est parfait).

Tregont vloaz klok en deus.

1850
Référence : GON.II.HV pg klôk (Il a trente ans accomplis, entiers).

an ourz, galvet goude, lec'h klemm, 'vel a greded, a oa, war e veno, e zoare klok-meurbet.

1867
Référence : MGK p11

Stagañ ar ouenn en unvaniezh klok ouz an amzerioù tremenet.

1909
Référence : REZI p. 9

Laeret eo bet diganeomp an eil warlerc'h egile hon frankiz a bobl hag hon gwirioù ha frankizioù a rannvro; torret hag adtorret eo bet lizher-feur 1532 a gratae d'hon Bro he librentez hag he frankizioù, gant ul lez-veur diouti hec'h-unan hag ar gwir da gaout war he ardamezioù, pa n'he doa ken eur gurunenn glok, eur boned erminig kelc'hiet a aour.

1911
Référence : PSEP p III

Dindan an daouarn anezho e teue an dour da enboullañ ; aet da voull glok eo e teue ganto d’ar gêr.

1923
Référence : SKET p.76

lakaat klok diouzh

1931
Référence : VALL pg (s')approprier

klok

1931
Référence : VALL pg absolu (complet, parfait), absolument, accompli (parfait), (s')adapter (qui s'adapte bien)

liesson klok

1931
Référence : VALL pg accord (parfait)

dibab klok

1931
Référence : VALL pg assortiment (complet de marchandises, etc.)

ar c'hlokañ evit ober

1931
Référence : VALL pg (le plus) approprié à (un usage)

Ma hini-me [dastumad] n'eo ket klok, siwazh...

1944
Référence : EURW.1 p60

Ac'hano ez arvested en he fezh kompezenn divent Miranda, gronnet klok en dremmwel, gant aradennadoù menezioù, nemet du-mañ du-hont, un ode bennak, evel war-du Burgos, « la carretera de Napoleon » (hent Napoleon) ha, tostoc'h aze, ar ganienn, a gase, dre dreuz ar pikernoù serzh, da gompezenn ar Rioja, taolead [sic, tolead] ar gwin penn.

1949
Référence : SIZH p.43

Sellout a reas ouzh al leandi. Krapet klok ouzh koad du tor ar menez, gwintet e oa, seurt ur c'hreñvlec'h, e gwirionez, war ur penn-tir, a-us da Viranda, a-us d'ar Bed.

1949
Référence : SIZH p.48

Ha ken klok, ken brav e sache ar wazed a nerzh korf war fust ar roeñvoù ma skare ar gale kalz primoc’h eget na ruilhfe ur ganetenn war ar skorn, ha ma vanjomp bamet, krog ennomp ar c’hoant strakal daouarn en ur sellout outo.

1954
Référence : VAZA p.131

Ar porc'hell gouez, m'en tou ruz-tan ! / A zrailhin klok, hep teurel van.

1960
Référence : PETO p66

Dezhañ pardon gant largentez / 'Vel ma pardon klok d'an hentez / Er gwallgasas gant kasoni / 'Vit kastizañ e viloni.

1960
Référence : PETO p83

Koulskoude 'z an da zisklêriañ, / E riskl, moarvat, d'ho kwallskoueriañ / Ha d'ho sebeziñ, klok ha rac'h, / N'on ket ur gwaz, hogen ur plac'h.

1960
Référence : PETO p59

edo e spered o poaniañ hag o poaniañ, en deñvalijenn glok, argadet gant goulennoù evel ma oa

2012
Référence : DJHMH p.22

Koulskoude n'o doa ket bet digarez da arvestiñ outañ en e glokañ evel ma c'hallomp-ni ober.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 18

N'eo ket e vijen-me ket ken divarrek met, da nebeutañ, ne'm eus ket goulennet kaout un urzhiataer evit arvestiñ ouzh an natur klok ha brav e'm c'hador-vrec'h.

2015
Référence : EHPEA p21

Evit bezañ resis e vo lakaet ho kondaonigezh war teul kentañ ho roll lez-varn – e-lec'h m'eo klok an traoù – hag a zo miret evit pennoù bras ar justis.

2015
Référence : DISENT p173

Evel ar c'h/codex Venetus A. Dornskrid klok koshañ an Ilias eo, bet skrivet e Bizañs en Xvet kantved.

2016
Référence : ILIAS p8

Daoust ma ne oa ket tremenet er burev abaoe kreiz ar miz e oa bet paeet he mizvezh klok dezhi.

2023
Référence : DREAM p.43

L'Office public de la langue bretonne