kloukat
Redek a rae an aliesañ ma c’helle a di da di war-zigarez kas d’ar gêr druilhoù peurdakonet pe dilhad nevez peurwriet ; bep tro e tape un dra bennak da gloukañ, met dalc’hmat e veze, hervez ma kave dezhañ, blaz ar re nebeut gant e vannac’h ; en ur ger, liv al lonker a vleunie war e fri keit hag un ibil da blantañ kaol, ha rusoc’h ar beg-begig anezhañ eget ur vouarenn hanter veür.
Soñj mat am eus, kel lies gwech ma ranke ar mailh ostiz-se pignal d’ar gambr vras da gas un toullad bannac’hoù d’an dud, diskenn a rae ur werennad all evitañ, ha kerkent ha klouket gantañ e dakenn rom en ur sevel gant an diri, floup ! hag ar werenn en e c’hodell.
« [...] A-drugarez Doue n’omp na te na me briferien evel darn hag a glouk gwashoc’h eget Gargam[m] Tual » .
Nous avions emporté / De quoi pour boulotter… Ya, eme Job, boued sof-kont da voulottiñ, anduilh, bevin, ha kig[-]sall, pep hini ’pezh a garje, ha jistr premier jus da gloukañ ken na vefe tenn war o begel…
A vent gant ur bugel pevar bloaz e oa hini Aleksandrovo, gant daou gelorniad vat [sic, mat] a zour ennañ, ha kerkent ha ma veze goullo e veze diouzhtu degaset unan all rak ne baoueze ket va c’henveajourien da lonkañ te – bete-vremañ, n’on ket evit intent penaos e teu ar Rusianed a-benn da gloukañ a-hed un devezh kemend-all a zour tomm.
Mots précédents
Mots suivants
klouker