Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. Debriñ pe evañ udb. a gementadoù bras en ur gaout plijadur. II. V.g. Debriñ hag evañ kalz en ur gaout plijadur.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

kloukañ

1931
Daveenn : VALL pg avaler (à long trait, en savourant), boire (à longs traits en claquant des lèvres pour montrer sa satisfaction)

kloukat

1931
Daveenn : VALL pg avaler (à long trait, en savourant)

Redek a rae an aliesañ ma c’helle a di da di war-zigarez kas d’ar gêr druilhoù peurdakonet pe dilhad nevez peurwriet ; bep tro e tape un dra bennak da gloukañ, met dalc’hmat e veze, hervez ma kave dezhañ, blaz ar re nebeut gant e vannac’h ; en ur ger, liv al lonker a vleunie war e fri keit hag un ibil da blantañ kaol, ha rusoc’h ar beg-begig anezhañ eget ur vouarenn hanter veür.

1954
Daveenn : VAZA p.28

Soñj mat am eus, kel lies gwech ma ranke ar mailh ostiz-se pignal d’ar gambr vras da gas un toullad bannac’hoù d’an dud, diskenn a rae ur werennad all evitañ, ha kerkent ha klouket gantañ e dakenn rom en ur sevel gant an diri, floup ! hag ar werenn en e c’hodell.

1954
Daveenn : VAZA p.47-48

« [...] A-drugarez Doue n’omp na te na me briferien evel darn hag a glouk gwashoc’h eget Gargam[m] Tual » .

1954
Daveenn : VAZA p.75

A-viskoazh, ar seurt madoù kouezhet koulz eo lavarout eus an neñvoù, a veze foranet da goulz deiz kentañ bloaz, ha meur a hini a glouke hep divatorelliñ e-pad eizh devezh diouzhtu, keit ha ma pade o feadra.

1954
Daveenn : VAZA p.109

kloukañ

1954
Daveenn : VAZA p.191 geriou tregeriat rik (lonkañ).

Nous avions emporté / De quoi pour boulotter… Ya, eme Job, boued sof-kont da voulottiñ, anduilh, bevin, ha kig[-]sall, pep hini ’pezh a garje, ha jistr premier jus da gloukañ ken na vefe tenn war o begel…

1954
Daveenn : VAZA p.118

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial