klud
« Deomp d’ar c’hraou ! Lom, d’ar c’hraou ! da sachañ hardi war lost ar pemoc’h ha da drubuilhañ ar yer war o c’hlud. »
Ar yer a oa moredet war o c’hlud, souchet o fenn dindan o eskell.
Lom a gemeras ur skourjez, ha, dao ! an duchenn a zraskas tennoù er glud, a-hed hag a-dreuz.
« Sach ’ta ! Job. » — « Bec’h d’ar yer ! Lom. » Ar c’hilhog, ar yar, ar bolezig, ar pemoc’h a gavas dezho, me ’zo sur, e oa satanazet ar glud hag ar c’hel.
Kentañ tra en devoe ar c'heginer da gemenn din diouzh ar mintin eo e oa bet teir yar lazhet en o c'hlud.
Un tammig a-raok an noz e weler bouchadoù gwez o tiboukañ war an tu dehou : Kap Lopez, ha, war-dro c'hwec'h pe seizh lestr war eor, en o zouez pesketaerien grankaled eus Norvegia, aes da anaout en abeg d'ar c'hlud a zo e penn ar wern, evit ober ged ha klask ar ramzed a c'hell bezañ o neuiñ war ar mor bras.
En amzer gozh o dije servijet c'hoazh, an tammoù krevier damziskaret-se, da glud o yer.
Mat eo an teknik-mañ evit kludoù all ivez.
Mots précédents
Mots suivants
kludañ