I.
V.g.
A. (db. an evned)
Dont war ur c'hlud pe war udb. a dalvez da glud.
Kludañ a reas holl vrini ar vro war ar gwez tro-dro. Pell zo ne zeue mui na koulm na dube da gludañ er c'houldri-se.
B. Dre skeud. (db. an dud)
1. Kousket.
Aet on da gludañ em c'hambr.
2. Ober e annez en ul lec'h bnk. evit ur mare.
Kludañ eo a rae ar Saozon eno ; diouzhtu m'o deveze paket o freizh e tigludent adarre.
II.
V.k.e. (db. an evned par)
Goleiñ e barez.
Ar c'hilhog a glud ar yar.
Référence :
GON.II
pg kluda (Jucher. Il ne se dit proprement que des poules et de quelques oiseaux qui se mettent sur une branche, etc., pour dormir. Se percher).
klujañ
kluja
1850
Référence :
GON.II
pg kluda (Jucher. Il ne se dit proprement que des poules et de quelques oiseaux qui se mettent sur une branche, etc., pour dormir. Se percher).
kludet
1850
Référence :
GON.II
pg kluda (Jucher. Il ne se dit proprement que des poules et de quelques oiseaux qui se mettent sur une branche, etc., pour dormir. Se percher. Part.)
klujet
1850
Référence :
GON.II
(Jucher. Il ne se dit proprement que des poules et de quelques oiseaux qui se mettent sur une branche, etc., pour dormir. Se percher. Part.)
Ne gave [ar gwaz] netra vat, netra 'vel ma oa ret ; / Gant ar yer e c'hluded, diwezhat e saved ; / Bremañ gwenn, goude du, kant ha kant tra ouzhpenn ; / An dud ya en egar, an ozhac'h ha skañvbenn.
Ne gave [ar goaz] netra vad, netra 'vel ma voa red ; / Gant ar ier e c'hludet, divezad e savet ; / Brema gwenn, goude du, kant ha kant tra ouc'h-penn ; / Ann dud ia enn egar, ann ozac'h a skanbenn.
1867
Référence :
MGK
p75
«[...]— Adaqi a lakeas he zreid war gein kromm ar vaot ; — Hag e teuas ar vran da gludañ war he skoaz ha da gomz dezhi e pleg he skouarn [12]. »
«[...]— Adaqi a lakeas he zreid war gein kroumm ar vaot ; — Hag e teuas ar vran da gluda war he skoaz ha da gomz d’ezi e pleg he skouarn [12]. »
1923
Référence :
SKET
p.34
Hag astenn a raent-i o divrec’h ? Kerkent evned ar c’hoad a zinije war-du enno hag a zeue da gludañ war o arzorn, o divrec’h, o divskoaz.
Hag astenn a raent-i o divrec’h ? Kerkent evned ar c’hoad a zinije war-du enno hag a zeue da gluda war o arzourn, o divrec’h, o diouskoaz.
1923
Référence :
SKET
p.76
Anv kuñv ur plac'h fur ha koant, a genoad ganin, a glude pell a yoa war va c'halon.
Ano kuñv eur plac'h fur ha koant, a genoad ganeñ, a glude pell a yoa war va c'halon.