Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. A. (db. an evned) Dont war ur c'hlud pe war udb. a dalvez da glud. Kludañ a reas holl vrini ar vro war ar gwez tro-dro. Pell zo ne zeue mui na koulm na dube da gludañ er c'houldri-se. B. Dre skeud. (db. an dud) 1. Kousket. Aet on da gludañ em c'hambr. 2. Ober e annez en ul lec'h bnk. evit ur mare. Kludañ eo a rae ar Saozon eno ; diouzhtu m'o deveze paket o freizh e tigludent adarre. II. V.k.e. (db. an evned par) Goleiñ e barez. Ar c'hilhog a glud ar yar.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

kludañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg se iucher, percher

kludañ

1850
Daveenn : GON.II pg kluda (Jucher. Il ne se dit proprement que des poules et de quelques oiseaux qui se mettent sur une branche, etc., pour dormir. Se percher).

klujañ

1850
Daveenn : GON.II pg kluda (Jucher. Il ne se dit proprement que des poules et de quelques oiseaux qui se mettent sur une branche, etc., pour dormir. Se percher).

kludet

1850
Daveenn : GON.II pg kluda (Jucher. Il ne se dit proprement que des poules et de quelques oiseaux qui se mettent sur une branche, etc., pour dormir. Se percher. Part.)

klujet

1850
Daveenn : GON.II (Jucher. Il ne se dit proprement que des poules et de quelques oiseaux qui se mettent sur une branche, etc., pour dormir. Se percher. Part.)

Ne gave [ar gwaz] netra vat, netra 'vel ma oa ret ; / Gant ar yer e c'hluded, diwezhat e saved ; / Bremañ gwenn, goude du, kant ha kant tra ouzhpenn ; / An dud ya en egar, an ozhac'h ha skañvbenn.

1867
Daveenn : MGK p75

«[...]— Adaqi a lakeas he zreid war gein kromm ar vaot ; — Hag e teuas ar vran da gludañ war he skoaz ha da gomz dezhi e pleg he skouarn [12]. »

1923
Daveenn : SKET p.34

Hag astenn a raent-i o divrec’h ? Kerkent evned ar c’hoad a zinije war-du enno hag a zeue da gludañ war o arzorn, o divrec’h, o divskoaz.

1923
Daveenn : SKET p.76

Anv kuñv ur plac'h fur ha koant, a genoad ganin, a glude pell a yoa war va c'halon.

1929
Daveenn : SVBV p.13

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial