1. Savadur bihan da reiñ goudor da loened zo.
Klud ar yer ha siklud ar porc'hell.
DHS. kraou.
2. PEMDEZ
Ti dister, pezh dister da lojañ.
Eñ zo o chom e-barzh un tamm siklud. Bihan e
oa ar siklud-se peogwir e veze leun-kouch gant ma gwele.
&
Ober e siklud : ober e annez.
DHS. foukenn, kabanenn.
HS. loch, lochenn, log, logell.
3. PEMDEZ, dre fent
Gwele.
HS. kell, klud.
4. (en tiez)
Korn strizh damguzh pe distro.
Ur bern sikludoù zo en ti-se.
HS. siklutenn.
5. Dre skeud.
Traezenn, fentigell zo dister e dalvoudegezh.
DHS. belbiaj, disterajoù, fars, farsadenn.
Daveenn :
VAZA
p.193 geriou tregeriat rik, (e galleg) "réduit".
Bihan-bihan e oa ar siklud-se peogwir e veze leun-kouch gant va gwele, ur skabell hag un daolig [k]renn, met ne gouste ket madoù : ugent real er miz, ha fin dre eno !
Bihan-bihan e oa ar siklud-se peogwir e veze leun kouch gant va gwele, ur skabell hag un daolig grenn, met ne gouste ket madoù : ugent real er miz, ha fin dre eno !