Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Plant geotennek, o anv spesad Cichorium intybus, dezho bleunioù glas, a c'hounezer evit o gwrizioù hag o broñs. & Sikorea c'hwerv, sikorea ouez : plant gouez eus ar spesad-se end-eeun. & Sikorea ledan : plant eus ar spesad-se end-eeun, a vez gounezet evit o broñs debradus, hir ha hep klorofil hag a reer "endivez" anezho ivez. 2. Sikorea laezhek : plant, o anv spesad Sonchus arvensis, dezho bleunioù melen ha garennoù kleuz, sap gwenn enno. II. 1. Gwrizioù krazet ha malet eus plant ar spesad Cichorium intybus a vez fardet diedoù ganto. Lakaat ar sikorea er pod-kafe. 2. Died aozet diwar gwrizioù ar plant-se end-eeun. & Kafe sikorea : died aozet gant kafe ha sikorea. Ur banne kafe sikorea. Divogediñ a rae e soubenn kafe sikorea en e volenn.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

sikorea

1659
Daveenn : LDJM.1 pg chicorée

sikorea

1732
Daveenn : GReg pg chicorée (plante), (à larges feüilles, endive)

sikorea-ledan

1732
Daveenn : GReg pg chicorée (à larges feüilles, endive)

sikorea-gouez

1732
Daveenn : GReg pg chicorée (sauvage)

sikorea ledan

1732
Daveenn : GReg pg endive

sikorea

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sikoréa

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial