I.
1. Plant geotennek, o anv spesad Cichorium intybus, dezho bleunioù glas, a c'hounezer evit o gwrizioù hag o broñs.
&
Sikorea c'hwerv, sikorea ouez : plant gouez eus ar spesad-se end-eeun.
&
Sikorea ledan : plant eus ar spesad-se end-eeun, a vez gounezet evit o broñs debradus, hir ha hep klorofil hag a reer "endivez" anezho ivez.
2. Sikorea laezhek : plant, o anv spesad Sonchus arvensis, dezho bleunioù melen ha garennoù kleuz, sap gwenn enno.
II.
1. Gwrizioù krazet ha malet eus plant ar spesad Cichorium intybus a vez fardet diedoù ganto.
Lakaat ar sikorea er pod-kafe.
2. Died aozet diwar gwrizioù ar plant-se end-eeun.
&
Kafe sikorea : died aozet gant kafe ha sikorea.
Ur banne kafe sikorea. Divogediñ a rae e soubenn kafe sikorea en e volenn.