(en e furm lies prl.)
1. ISTOR
Didalvez, hep diazez.
Siklezonoù a vez lakaet da nijal e-touez tud zo. Drailhañ a rae d'ar baotred siklezonoù a bep seurt. Sed aze ur siklezon !
[1955] En gwirionez, eus e wellañ e reas diouzh e garg ha kant bennozh Doue dezhañ, petra bennak n’ouzon bete vremañ anv ebet dioutañ, met plijout a rae dezhañ farsal ha drailhañ siklaezennoù [siklezonoù] kement ha ken bihan ma voemp holl dare da vougañ gant ar skrignal ma raemp e-keit m’edod o kas da benn hol lid-dimeziñ.
&
Trl.
Tennañ siklezonoù da ub. : e lakaat da grediñ traoù sebezus ha diwir.
DHS. brod, gaou, kaoz, koñchenn.
2. Dre ast.
Randon, sorc'henn.
Roit peoc'h gant ho siklezonoù, n'ouzoc'h ket petra a lavarit.
3. Dre ast.
Digarez fall.
Cheñchet e voe kambr dezhi diwar ur siklezon bennak.
En gwirionez, eus e wellañ e reas diouzh e garg ha kant bennozh Doue dezhañ, petra bennak n’ouzon bete vremañ anv ebet dioutañ, met plijout a rae dezhañ farsal ha drailhañ siklaezennoù [siklezonoù] kement ha ken bihan ma voemp holl dare da vougañ gant ar skrignal ma raemp e-keit m’edod o kas da benn hol lid-dimeziñ.