1. Palmez eus an trovanoù, o anv spesad Cocos nuciferas, dezho betek pemp metrad warn-ugent a uhelder, a c'hounezer evit o c'hoad, o delioù, o bleuñv hag o frouezh.
Marmouzien ar c'hoad kokoz. Delioù kokoz ha bananez.
&
Gwez-kokoz : ar gwez-se end-eeun.
Un hent ledan, gwez-kokoz a bep tu dezhañ. Gant delioù ar wezenn-kokoz e vez graet dilhad.
&
Gwez-avaloù-kokoz : ar gwez-se end-eeun.
Steuziet an Inizi Glas gant o gwez-avaloù-kokoz.
2. Frouezh ar gwez-se end-eeun, anezho ur grogenn goadek tev a c'hronn ur vouedenn gleuz, gwenn ha saourus, evel al liñvenn zo enni.
Chapeledoù kokoz. Avaloù-kokoz : kokozennoù.
HS. kraoñ-kokoz.
N'eus etre porzh an Togo hag hini an Dahomey nemet un nebeudig eurvezhioù treizh, hag a-hed an aod ez eus plantadegoù kokoz kaer-tre da welout eus ar mor.