Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Palmez eus an trovanoù, o anv spesad Cocos nuciferas, dezho betek pemp metrad warn-ugent a uhelder, a c'hounezer evit o c'hoad, o delioù, o bleuñv hag o frouezh. Marmouzien ar c'hoad kokoz. Delioù kokoz ha bananez. & Gwez-kokoz : ar gwez-se end-eeun. Un hent ledan, gwez-kokoz a bep tu dezhañ. Gant delioù ar wezenn-kokoz e vez graet dilhad. & Gwez-avaloù-kokoz : ar gwez-se end-eeun. Steuziet an Inizi Glas gant o gwez-avaloù-kokoz. 2. Frouezh ar gwez-se end-eeun, anezho ur grogenn goadek tev a c'hronn ur vouedenn gleuz, gwenn ha saourus, evel al liñvenn zo enni. Chapeledoù kokoz. Avaloù-kokoz : kokozennoù. HS. kraoñ-kokoz.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

kokoz

1732
Daveenn : GReg pg coco (arbres & fruits)

chapeled kokoz

1732
Daveenn : GReg pg (chapelet de coco)

N'eus etre porzh an Togo hag hini an Dahomey nemet un nebeudig eurvezhioù treizh, hag a-hed an aod ez eus plantadegoù kokoz kaer-tre da welout eus ar mor.

1985
Daveenn : DGBD p20

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial