Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
8
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. 1. (er stalioù) Taol hir ma laka ur c'henwerzher e varc'hadourezh war ziskouez ha ma tegemer an arc'hant. Lakaet em eus arc'hant war ar c'hontouer. 2. (en ostalerioù) Taol hir ha strizh ma servijer an arvalien. Bezañ en e sav ouzh ar c'hontouer. HS. taol-gont. II. Staliadur kenwerzhel un embregerezh prevez pe gevredik diazezet en ur vro bell. Kontouerioù an Indez : kontouerioù trevadennel diazezet en Indez, bet dalc'het gant Portugaliz, gant ar Saozon hag ar Frañsizien. III. ARMERZH Emglev etre gwerzherien ha kenderc'herien. Kontouer kreiz ar prenañ : embregerezh prevez a gemer perzh e mont en-dro ar gwazadurioù foran dre seveniñ oberiadennoù kenwerzhel. IV. Armel. Ur c'hontouer koad kistin. HS. pres.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

kontouer

1732
Référence : GReg pg comptoir (bureau fermé, pour le commerce)

kontoueroù

1732
Référence : GReg pg comptoir

war ar c'hontouer

1732
Référence : GReg pg comptoir

En ur zigouezhout e oad da gentañ en ur gegin vras ha ledan, karget a fornigelloù, a veñselioù kouevr lugernus, a daolioù hag a gontoueroù.

1944
Référence : EURW.1 p81

War ar c'hontouer ez eus bet steudet ur jean, ur roched hag ur justin, pep hini anezhe kozh ha lous.

2015
Référence : EHPEA p388

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux