I.
1. (er stalioù)
Taol hir ma laka ur c'henwerzher e varc'hadourezh war ziskouez ha ma tegemer an arc'hant.
Lakaet em eus arc'hant war ar c'hontouer.
2. (en ostalerioù)
Taol hir ha strizh ma servijer an arvalien.
Bezañ en e sav ouzh ar c'hontouer.
HS. taol-gont.
II.
Staliadur kenwerzhel un embregerezh prevez pe gevredik diazezet en ur vro bell.
Kontouerioù an Indez : kontouerioù trevadennel diazezet en Indez, bet dalc'het gant Portugaliz, gant ar Saozon hag ar Frañsizien.
III.
ARMERZH
Emglev etre gwerzherien ha kenderc'herien.
Kontouer kreiz ar prenañ : embregerezh prevez a gemer perzh e mont en-dro ar gwazadurioù foran dre seveniñ oberiadennoù kenwerzhel.
IV.
Armel.
Ur c'hontouer koad kistin.
HS. pres.